Diforc'hioù etre adstummoù "Trictrac"
196 okted lamet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Removing Link GA template (handled by wikidata))
|- valign="top"
| '''Doare :'''
| C'hoari tablez
C'hoari redadeg
C'hoari diñsoù
|- valign="top"
|'''Barregezhioù :'''
| strategiezh,
kadouriezh,
jedoniezh,
tebegouriezh
== Gerdarzh ==
Da heul Euverte de Jollyvet, a skrivas ar c'hentañ pleustrad diwar-benn an ''trictrac'' e [[1606]]<ref name="EDJ">Euverte de Jollyvet, sieur de Votilley (emb. kresket, 1656), ''L'excellent jeu du trique-trac – Tres-doux esbat és nobles compagnies'', Veuve Jean Promé, [http://books.google.fr/books?id=8GQBrMIYkYkC&printsec=titlepage#v=onepage&q&f=false ''Google Books''] {{fr}}</ref>, ez asant ar braz eus ar c'heriadurourion evit skrivañ ez eo ar ger ''trictrac'' un drouzadell deuet diwar stlakoù an diñsoù hag ar jedoueroù war an tablez.
Aozer dianav ur pleustrad bet embannet e [[1698]] a ginnigas un orin [[gresianeg|gresianek]], ''Τρις-Τραχυς'' ''Tris-Trachus'' a dalvezfe kement ha "teir gwech diaes da c'hoari ha da gompren".<ref>''Le jeu du trictrac, comme on le joue aujourd'hui'', en ''Académie universelle des jeux'', B. Cormon & Blanc, [[Lyon]], ''An 13'' - [[1805]], [http://books.google.fr/books?id=d4ZZAAAAYAAJ&pg=PA45&lpg=PA45&dq=%22Le+Jeu+du+trictrac+comme+on+le+joue+aujourd%E2%80%99hui%22&source=bl&ots=8t7pqIKvfN&sig=q0mYUPK1UAoIMZ_4WvmCq_57uF0&hl=fr&sa=X&ei=9o1TU8DsNYn8OdWugbgI&ved=0CDoQ6AEwAg#v=onepage&q=%22Le%20Jeu%20du%20trictrac%20comme%20on%20le%20joue%20aujourd%E2%80%99hui%22&f=false ''Google Books''] {{fr}}</ref>
== Istor ==
[[Restr:Trictrac Defrance.jpg|thumb|C'hoarierion ''trictrac''[[Léonard Defrance]] ([[1735]]-[[1805]])]]
Den ne oar ez-resis pegoulz e voe ganet ar c'hoari-se. N'eus meneg ebet eus e orin er pleustradoù a zo bet embannet a vare da vare.
A-drugarez d'e c'heriaoueg spesadel avat e c'haller kadarnaat bezañs an ''trictrac'' er {{XVIvet kantved}}, pa 'z eus meneg eus tri ger e gwerzennoù 38 ha 39 ar skrid ''La Friquassée crotestyllonnée, des antiques modernes chansons'' bet embannet e [[Rouen]] e [[1601]] :
{{Quotation|''Grand Ian petit Ian,
Margot la fendue, et tous ses gens'' <ref>[http://www.bmlisieux.com/normandie/friquase.htm Levraoueg-kêr Lisieux] {{fr}}</ref><ref>Prosper Blanchemain, Épiphane Sidredoulx, Bernadette Bricout (2013), ''La Friquassée crotestyllonnée - Rimes et jeux des enfants d'autrefois'', Silène, ISBN 978-2-913947-09-2</ref>}}
En abeg da gemplezhded reolennoù an ''trictrac'' ne veze c'hoariet nemet gant tud desket al lez, an noblañsoù hag ar vourc'hizelezh uhel ; maouezed ha gwazed a c'hoarie, hogen diaes e oa kavout mistri evit e zeskiñ.<ref name="EDJ" />
== Reolennoù berr-ha-berr ==
[[Restr:Guitondépart1.jpg|thumb|Deroù ar c'hoariTennet eus pleustrad N. Guiton, 1822]]
Pal ar c'hoari, evit pep den, eo merkañ kement a boentoù ha ma c'hall ; n'eo ket ret d'an den bout lamet e jedoueroù a-ziwar an tablez evit gounez, ar pezh a zo un diforc'h bras diouzh reolennoù ar ''backgammon'' hag ar ''jacquet''.
=== Staliadur ===
''Cases'' ("kombodoù") a reer eus ar biroù.
Ur speurenn zo e kreiz an tablez a-benn e rannañ e div dachenn anvet ''petit-jan'' ha ''grand-jan'' ("Yann-vihan", "Yann-vras")<ref name="DEF">Jacqueline Picoche (2009), ''Dictionnaire étymologique du français'', Le Robert, ISBN 978-2-84902-424-9 (fr)</ref>
<ref>A-wechoù e lakaer an doue [[Impalaeriezh roman|roman]] ''[[Janus]]'' da orin ''jan'' peogwir e oa arouez an tremen etre deroù ha diwezh, doue an dibaboù, an dorioù hag an alc'hwezioù.</ref>. E-tal an dachenn enebour emañ pep ''jan'' : "Yann-vihan" e-tal "Yann-vihan" neuze, mard emañ diouzh tu kleiz un den emañ ivez diouzh tu dehoù an den arall.
Pep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar c'hombod diniverenn anvet ''talon'' ("seul"), er ''petit-jan'' : tal-ouzh-tal en em gav ar jedoueroù neuze.
* Niverennet ag 1 betek 11 eo ar c'hombodoù arall, en ur gregiñ gant ar bir a zo nes d'ar seul. Lod kombodoù niverennet zo bet anvet :
:• kombod 5 : ''coin bourgeois'' "korn bourc'hizel" (ar c'hombod 6 eo evit lod c'hoarierion)
:• kombod 10 : ''case de l'écolier'' "kombod ar skoliad" (''case du diable'' e reer ivez)
:• kombod 11 : ''coin de repos'' "korn diskuizhañ"
Goude bout lakaet e jedoueroù war ar seul e laka pep den e sikell en toull a zo tostañ dezhañ er ribl kostezel, diouzh tu ar seulioù. En toull kreiz e lakaer ar bannielig, tra ma chom goullo toulloù ar ribl kostezel arall. Gwechall e lakaed ar bannielig war an daol, pa veze sanket goulaouennoù-koar e toulloù kreiz ar ribloù kostezel a-benn c'hoari diouzh noz.
Etre ar seulioù, stok ouzh ar ribl, e lakaer ar tri jedouerig.
=== Red ar jedoueroù ===
:• pep den a vanne un diñs en e ''jan'' vras, an tal kreñvañ o reiñ aotre da vannañ an daou ziñs ha da gregiñ da c'hoari — tro a veze neuze da gregiñ dre un doubl.
=== Bannañ an diñsoù ===
[[Restr:Anciens dés.jpg|thumb|left|Diñsoù kozh, en [[askorn]]]]
Hollret eo ober gant ar c'hornedoù evit meskañ an diñsoù kent o bannañ.
Ret eo e kouezhfe an diñsoù a-blad war an tablez, hep direnkañ ar jedoueroù.
Mat eo ar vannadenn mar kouez an diñs(où) a-blad war ur jedouer pe war un tamm anezhañ.
Mat eo ivez mard en em gav diñs pe ziñs a-blad er ''jan'' arall.
Fall eo ar vannadenn mar lamm an diñs(où) war unan eus ar ribloù pe er-maez eus an tablez.
Fall eo ivez mard en em gav un diñs war egile.
E ken degouezh ma vefe un diñs a-veskell etre ur jedouer ha deun an tablez, pe etre ur ribl ha deun an tablez, e lakaer un trede diñs warnañ : mar rikl ez eo fall ar vannadenn.
Pa vez fall un diñs e ranker advannañ an daou.
{{clear}}
=== Disoc'hoù an diñsoù ===
A vouezh uhel e kemenner disoc'hoù pep bannadenn, en ur gregiñ dre an tal kreñvañ : 5-2, n'eo ket 2-5.
Pep dennadenn doubl he deus un anv :
:• 1-1 : ''bezas'', ''bezet'' (eus ar galleg kozh ''ambesas'' e teu ''bezas'', diwar al [[latin]] ''ambo-'' "an daou war an dro, an daou a-gevret" hag an unanenn latin ''as'' evit ar moneiz, ar pouez ha muzulioù arall)<ref name="DEF" />
:• 6-6 : ''sonnez''
=== Dilec'hiañ ar jedoueroù ===
[[Restr:Trictrac checker Louvre OA166.jpg|thumb|Ur jedouer ''trictrac'' en [[ivor]],{{XIIvet kantved}}, kavet e [[Bayeux]] e [[1838]]
''[[Mirdi al Louvre]]'']]
Goude bout bannet an daou ziñs e kaser ur jedouer a gombod da gombod, an niver anezho o vout kevatal da zisoc'h un diñs pe an daou. Ne c'haller en ober nemet pa n'eus jedouer enebour ebet er c'hombod diwezhañ ; mard eus 1 jedouer enebour hepken er c'hombod ne c'haller ket e ac'hubiñ, chom a ra ar jedouer-se en e lec'h met trec'het eo, ar pezh a zegas poentoù d'an trec'her.
Mar dibab an den kas e jedouer diouzh disoc'h an daou ziñs en e raio en ur verkañ un ehan etre an div lammadenn, ha ne c'hallo en ober nemet mar n'eus jedouer enebour ebet koulz er c'hombod etre hag er c'hombod diwezhañ.
En ken degouezh ma vefe bet tennet un doubl e c'haller c'hoari an eil diñs goude egile gant ur jedouer hepken, pe c'hoari daou jedouer, unan diouzh pep diñs.
Ret eo c'hoari disoc'h an daou ziñs pa c'haller en ober ; mar ne c'haller c'hoari nemet un diñs e ranker c'hoari an hini kreñvañ ; mard eo dic'hallus, c'hoari an hini gwanañ ; pa ne c'haller ket c'hoari e lezer an dro d'an den enebour.
* Mar stoker gant an dorn ouzh ur jedouer goude bout bannet an diñsoù e ranker dilec'hiañ ar jedouer-se mar goulenn an den enebour ha mar galler fiñval hervez reolennoù ar c'hoari ; evel en [[echedoù]] e ranker kemenn ''j'adoube !'' ("marc'hegiñ a ran !") mar stoker ouzh ur pezh a venner kempenn hep e zilec'hiañ.
=== Ar c'hornioù diskuizhañ ===
Kombod 11 pep c'hoarier eo e gorn diskuizhañ ; arabat eo ac'hubiñ ar c'horn diskuizhañ enebour.
Reolennoù zo evit chom er c'horn diskuizhañ hag evit mont kuit anezhañ :
:– gant daou jedouer c'hoariet war un dro en e ac'huber ;
:– evel ur c'hombod arall eo ar c'horn diskuizhañ pa vez goullo : gwir zo da ehanañ warnañ e-kerzh un dilec'hiadenn a-c'houde un doubl.
=== Poentoù, toulloù ha gak ===
[[Restr:Pavillon de trictrac.jpg|thumb|Bannielig en ivor]]
Ret eo gounez daouzek poent evit lakaat ar sikell en un toull, en ur gregiñ dre an hini a zo e-tal ar seul. Echu eo an droiad ''trictrac'' pa 'z erru ar sikell en daouzekvet toull, hini ar c'horn diskuizh. An den kentañ o tizhout an daouzekvet toull eo an trec'her.
Poentoù a c'hounezer dre daolioù-c'hoari a anver ''jan'' ivez, pe dre lemel e holl jedoueroù a-ziwar an tablez, pe c'hoazh dre fazioù kontañ a-berzh an den enebour.
Da skouer : mard eus 6 poent gant un den dija emañ e jedouerig etre ar c'hombod 5 hag ar speurenn ; mar gounez 4 foent ouzhpenn en e lakaio etre ar bir 11 hag ar ribl a-benn merkañ en deus 10 poent. Mar gounez 2 boent muioc'h e tistroio e jedouerig d'ar seulioù hag e tilec'hio e sikell un toull pelloc'h.
;Perzh ar gak
Mar deu un den a-benn da c'hounez daouzek poent tra ma n'eus bet hini ebet gant e enebour e kas e sikell daou doull war-raok.
Mar ne zeu ket a-benn, an eil den a c'hallo en ober marteze, ha hennezh a laka ar gak e-kichen e jedouerig a-benn ma vefe dalc'het soñj e c'hallfe mont daou doull war-raok e-lec'h unan – daou jedouerig evit aroueziañ daou doull neuze.
Mar deu an den kentañ a-benn da verkañ poentoù d'e dro n'eus c'hoarier ebet a gement a zo gak, setu e tistro ar gak d'ar seulioù hag un toull hepken e vo dilec'hiadenn nesañ sikell pe sikell.
;Perzh ar bannielig
Par da hini ar gak eo, evit an droiad a-bezh avat.
Etre an div sikell, war ribl an tablez, emañ ar bannielig e deroù an droiad. Mar tizh an eil den e zaouzekvet toull hep na vefe bet dilec'hiet sikell egile e c'hounez an droiad gak. Mar ne c'hall ket abalamour m'en deus an eil den dilec'hiet e sikell, hennezh a laka ar bannielig en toull er ribl ma oa e sikell kent fiñval : kement-se evit merkañ e c'hall d'e dro gounez an droiad gak.
Mar ne zeu ket an eil den a-benn da c'hounez an droiad gak d'e dro e lakaer ar bannielig er-maez eus an tablez, rak den ne c'hallo gounez an droiad gak.
;Ezkerzh ar jedoueroù
7 387
modifications