Anveliouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn using AWB
Linenn 24:
[[Restr:Zhuangzi.jpg|thumb|left|120px|
Zhuang Zhou

E [[Sina]] an [[Henamzer]], er VIvet kantved kent [[Jezuz-Krist]], e vevas ar prederour sinat [[Lao Zi]], a ziazezas an [[Daoegezh]], a lakaer d'un damkaniezh eus ar [[frankiz]] par d'an anvelouriezh.<ref name="EB1910">Peter Kropotkin, [http://dwardmac.pitzer.edu/Anarchist_Archives/kropotkin/britanniaanarchy.html "Anarchism"], ''Encyclopædia Britannica]]'' 1910 {{en}}</ref>

Da vare [[Marevezh ar Stadoù Brezelour]] e Sina ivez e vevas ar prederour [[Zhuang Zhou]] (* –369, † –286), a zo brudet dindan al lesanv ''Zhuang Zi'' "Mestr Zhuang" ; div lavarenn bet distaget gantañ zo deuet betek ennomp : «« ''Ar bed n'en deus ket ezhomm bezañ gouarnet ; e gwirionez, arabat eo e vefe gouarnet.'' »» ha «« ''A-emdarzh e teu urzh Doue pa vez lezet an traoù en o unan'' »». Hervez an [[armerzh|armerzhour]], istorour ha prederour politikel [[Murray Rothbard]] e voe Zhuang Zhou «« marteze an anveliour kentañ »».<ref>Murray Rothbard, ''Concepts of the Role of Intellectuals in Social Change Toward Laissez Faire'', ''[http://www.mises.org/library/concepts-role-intellectuals-social-change-toward-laissez-faire-0 The Journal of Libertarian Studies]'' {{en}}</ref>

En [[Henc'hres]], da heul kelennadurezh ar [[prederouriezh|prederour]] [[Antistenes]] (* ''c.'' –445, † ''c.'' –365) a erbede d'e skolidi chom distag-krenn diouzh ar [[kevredigezh|gevredigezh]] ha diouzh he lezennoù, e voe staliet luskad ar [[kinegezh|ginegezh]] en enep da zamkaniezh ιδέαι ''idéai'' "ideennoù" [[Platon]] ; hervez ar gineien n'emañ ket gwirionez ar bed e ἀρχέτυπον ''arkhétupon'' "pimpatrom" meizadus Platon, da lavaret eo en anien c'henadel ar boudoù, hogen en hiniennoù a ya da sevel ur [[spesad]] ne lavarent ket. Hervezo c'hoazh e oa rekis da bep den klask bezañ emren hag emvastus. [[Diogenes Sinopeüs]] eo a ergerzhas tachenn ar mennozhioù-se betek he harzoù pellañ.

Linenn 32:
Ne oa Stad ebet en [[Europa]] ar [[Krennamzer|Grennamzer]] e gwirionez, ken stlabezet ma oa an tiriadoù, ar galloud politikel hag an hini armerzhel. An [[Iliz katolik roman|Iliz]] hepken a oa galloudus-kenañ, koulz war an teir zachenn-se ha, dreist-holl, war an dachenn [[sevenadur|sevenadurel]] ; an Iliz e oa ar bennaenn-unaniñ, ne veze tamm galloud politikel ebet e-maez anezhi.

En Europa a-bezh ar mare-se avat e kaver testenioù eus ul luskad a zo bet anvet "Spered-Frank" pe "Frankiz Speredel" ; heskinet e voe gant an Iliz, a lakae al luskad-se da [[disivoud|zisivoud]]. [[Gnostegezh|Gnostiked]] e oa izili ar Frankiz Speredel, n'o devoa pal ebet estreget o silvidigezh-i, hogen ur silvidigezh anveliour a nac'he kement redi ha kement harz a oa.<ref name="JP">Jean Préposiet, ''Histoire de l'anarchisme'', Tallandier, Paris, 2005, ISBN 2-84734-190-0 {{fr}}</ref>

Dre ur manac'h koulskoude e teuas ul luskad all, anvet ar "Ar Re Speredel". Gant [[Gioacchino da Fiore]] (* ''c.'' 1130, † 1202) e oa bet savet un damkaniezh [[doueoniezh|doueoniel]] istorel a zegasas heuliadoù pouezus. Tri fredad stummet diouzh an [[Trinded kristen|Drinded kristen]] zo en istor ar [[Kristeniezh|Gristeniezh]], hervezañ : an [[Testamant Kozh]], ma oa an Tad o ren hag o c'hourc'hemenn ur sujidigezh divrall ; an [[Testamant Nevez]], ma c'houlenn ar Mab ma vije fur an dud ; ha, da zont, an "Trede Ren", hini ar [[Spered Santel]], da lavaret eo donedigezh ar frankiz c'hourzrec'hus. Er [[Bibl]] e-unan e kavas ar manac'h skor d'e vennozh, pa lenner en Testamant Nevez, dindan pluenn an [[abostol]] [[Paol Tars]] : «« ''Hogen an Aotrou eo ar Spered, hag el lec'h m'emañ Spered an Aotrou emañ ar frankiz.'' »».<ref>Korintiz II, 3, 17. Troet diwar ''La Bible'', Société Biblique de Genève, 2011, ISBN 978-2-608-12301-5 {{fr}} ; un droidigezh vrezhonek all gant Gwilh ar C'hoad a gavor [http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr/2korintiz.htm amañ].</ref>

===Azginivelezh===
[[Restr:Francois Rabelais - Portrait.jpg|thumb|left|150px|
François Rabelais

Linenn 40:

Dreist al luskadoù relijiel e voe an Azginivelezh ur mare ma lakaed an Natur da vammenn dihesk plijadurezhioù ha frankiz evit [[Mab-Den|mab-den]].

[[François Rabelais]] a skrivas e [[1534]] e levrenn 52 ''[[Gargantua]]'' : «« [Jean des Entommeures] ''ne vouloit charge ny gouvernement, car comment (disoit-il) pourroy je gouverner aultruy, qui moi mesme gouverner ne sçaurois'' »», hag el levrenn 57 : «« [Buhez ar venec'h] ''estoit employée non par loix, statuz ou reigles, mais selon leur vouloir et franc arbitre'' [...]. ''En leur reigle n'estoit que ceste clause :'' FAY CE QUE VOULDRAS. »»<ref>François Rabelais, ''Gargantua : texte intégral en ancien français et français moderne'', Pocket, 2011, ISBN 978-2-266-22031-6 {{fr}}</ref>
{{clear}}
===Amzerioù modern===
A-hed marevezh an [[Amzerioù modern]] e kreñvaas galloud ar Stadoù, betek bezañ aozet a-ratozh gant ar [[jakobinegezh]] ha reizhiataet gant [[Napoleon Iañ]].

Er mare-se e vevas unan eus diaraogerien an anvelouriezh : [[Jean Meslier]], [[person]] [[Étrépigny]] ([[Ardennes (departamant)|Ardennes]]), a ziskulias en e destamant penaos e oa bet un [[andoueouriezh|andoueour]] anezhañ, hag ar pezh a soñje diwar-benn ar pennadurezhioù relijiel ha politikel : «« ''Elles s'entendent comme deux coupeurs de bourse. [...] La religion soutient le gouvernement politique, si méchant qu'il puisse être. Le gouvernement politique soutient la religion, si sotte et si vaine qu'elle puisse être''. »»<ref name="CH">Meneget gant Claude Harmel, ''Histoire de l'anarchie, des origines à 1880'', Ivrea, 1984, ISBN 978-2-85184-145-2 {{fr}}</ref><ref>Maurice Dommanget, ''Le curé Meslier'', Coda Éditions, 2008, ISBN 978-2-84967-047-7 {{fr}}</ref>.
E-kerzh [[Emsavadeg Mae 1968]] e voe klevet ha lennet un aspadenn eus unan eus mennozhioù Jean Meslier, a felle dezhañ «« ''que tous les grands de la terre et que tous les nobles fussent pendus et étranglés avec des boyaux de prêtres.'' »»<ref name="CH" />
===Dispac'h Gall===
A-hed an [[Dispac'h Gall]] ec'h enebas an dispac'herien a bep tu ouzh al luskad raganveliour ''Les Enragés'', bet kaset gant ar beleg [[Jacques Roux (beleg)|Jacques Roux]] (lesanvet ''"le curé rouge"''), [[Jean-François Varlet]] ha [[Jean-Théophile Leclerc|Théophile Leclerc d'Oze]].

Hervez J. Roux e oa bet trubardet ar bobl gant an dispac'herien : frankiz ebet, rak bepred a c'helle renkad ar vourc'hizien naonegañ ar beorien ; kevatalder ebet, pa c'halle ar binvidien lazhañ ar beorien ; [[republik]] ebet, pa bade ar reizhiad kozh dre briz an danvezioù bevañs re uhel evit yalc'h ar beorien. Goulenn a rae groñs ma vije lakaet taosoù war prizioù an danvezioù, ma vije kastizet an dud a lakae danvezioù da zibaotaat evit ma kreskje o frizioù, ma vije berzet an [[arvrokerezh]]. Ar [[Koñvañsion vroadel|Vodadenn vroadel]] a damallas da J. Roux «« atizañ ar bobl da derriñ kement doare gouarnamant »» ha «« dont dirak ar Vodadenn da zisplegañ pennaennoù euzhus an anveliouriezh »».<ref name="CH" />

Jean-François Varlet a embannas skidoù ma c'houlenne ar [[demokratelezh|werinelezh didro]] ha ma vefe adingalet ar glad.<ref name="CH" />

A-du gant J. Roux e savas Théophile Leclerc d'Oze : en e [[kazetenn|gazetenn]] ''L'Ami du peuple par Leclerc'' e c'houlennas ma vije lakaet un usvevenn da bep priz.<ref name="CH" />

Linenn 57:

[[Restr:William Godwin by Henry William Pickersgill.jpg|thumb|left|150px|
William Godwin

Mab d'ur [[pastor protestant]] a-du gant Jean Calvin hag enebour d'an [[Iliz anglikan]] e oa William Godwin, a voe pastor d'e dro war roudoù e dad. Evel [[Immanuel Kant]] e voe skodeget gant mennozhioù an Dispac'h Gall : el levr a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ<ref>William Godwin (1793), ''An Enquiry Concerning Political Justice and its Influence on General Virtue and Happiness'', Oxford University Press, 2013, ISBN 978-0-19-964262-5 {{en}}</ref> en ur ziskar skrid [[Edmond Burke]], ''Reflections on the Revolution in France'' ([[1790]]), a save enep ar reveulzi<ref>Edmond Burke (1790), ''Reflections on the Revolution in France'', Dolphin, 1989, ISBN 978-0-385-26577-5 {{en}}</ref>, e kinnigas W. Godwin ma vije «« pleustret a-zevri war ur gouarnamant an eeunañ ar gwellañ »».<ref name="MN">Max Nettlau, ''Histoire de l'anarchie'', Éditions Tête de Feuilles, 1971 {{fr}}</ref>

Hervez W. Godwin e vir ar Stadoù ouzh diorroadur hag embreg poell pep den, daoust d'ar poell bezañ perzh dibar mab-den ; atav e vez erlerc'hiet galloud ar Stadoù ouzh skiant-varn hag emskiant pep den, hag enebiñ ouzh lusk spered mab-den a ra al lezennoù rak mard int poellek ez int didalvez evit an dud poellek, ha mar n'int ket ez int direizhwir hag hollveliour.<ref name="MN" />
{{clear}}
[[Restr:Benjamin D. Maxham - Henry David Thoreau - Restored.jpg|thumb|left|150px|
Henry David Thoreau

Pimpatrom an den dishual e voe Henry David Thoreau. Pa oa an [[Dispac'h Greantel]] oc'h erruout e Stadoù-Unanet Amerika e klaskas adkavout ha diskouez al liamm a zo etre an dud hag o endro naturel. Daou vloavezh-pad e vevas en e unan en ul loch a savas war ribl ul lenn e-kichen [[Concord (Massachusetts)|Concord]] ([[Massachusetts|Commonwealth of Massachusetts]]) ma sellas pizh ouzh an Natur.<ref>Henry David Thoreau ([[1854]]), ''Walden'', Oxford University Press, 2009, ISBN 978-0-19-953806-5 {{en}}
''Walden ou La vie dans les bois'', Gallimard, 1990, ISBN 978-2-07-071521-3 {{fr}}</ref>

En tu-hont da vezañ un diaraoger e-touez an [[ekologouriezh|ekologourien]] e c'hounezas H. D. Thoreau brud dre ar bed a-bezh a-drugarez d'e stourm a-du gant ar frankizoù hiniennel – re ar Vorianed ha re an Indianed e-barzh – hag a-enep kammimplij galloudoù ar Stad. «« Gwellañ gouarnamant ar bed eo an hini a c'houarn an nebeutañ »», emezañ ; e [[1847]] e voe bac'het pa nac'has paeañ tailhoù en abeg da [[Brezel Mec'hiko|Vrezel Mec'hiko]] ([[1846]]-[[1848]]). E [[1849]] ez embannas skrid ur brezegenn anvet "Harz ouzh gouarnamant keodedel 1849", a voe anavezet er bed a-bezh e [[1866]] dindan an talbenn "A-zivout an dever a zisentidigezh keodedel".<ref>Henry David Thoreau (1849), ''On the Duty of Civil Disobedience'', en ''Civil Disobedience, and Other Essays'', Dover Publications, 2011, ISBN 978-0-486-27563-5 {{en}}
''La désobéissance civile'', Mille-et-une nuits, 1991, ISBN 978-2-84205-062-7 {{fr}}</ref>.

Hervez an aozer n'eo pep demokratelezh nemet lezenn ar brasañ niver o voustrañ ar bihanniver, ha pa vez keodediz oc'h heuliañ lezennoù ar pennadurezhioù en em lakaont da gendorfedourien pa vez ar Stad o ren brezelioù, direizhderioù ha heskinadurioù.
{{clear}}
Linenn 106:
Biskoazh ne oa bet ar Stad ken kreizennet ha ken kreñv ha ma oa bet da vare ar Jakobined e Bro-C'hall. Ne oa mui ''stadoù'' gant an dud (an noblañsoù, ar c'hloer, ar vourc'hizien, ar vicherourien, ar gouerien) pa oa pep den dindan beli ar ''Stad'', a droas buan da Stad-Vroad.
===Ar Stad a-vremañ===
Adal an XIXvet kantved e teuas ar Stad-Vroad republikan da vezañ par da Stad ar [[Renad kozh]] : pa oa honnezh «« dre lezenn Doue »» e voe ar stad-Vroad «« dre youl hollvedel »», ha pa oa ar Renad kozh «« dre ar c'hustum »» e voe ar Stad-Vroad «« dre youl ar bobl; »». Met neuze ne voe mui eus an hiniennoù dre o stad, ne voe anezho nemet dre ma vezent piaouet gant ar Stad-Vroad : ar Stad e oa benveg ar frankiz.<ref name="BJ">Bertrand de Jouvenel (1972), ''Du pouvoir — Histoire naturelle de sa croissance'', Hachette, ISBN 978-2-01-279306-4 {{fr}}</ref>
===Gwerinelezh hag hollveliouriezh===
Dre vezañ keodedourien e vez an dud en o frankiz en ur Stad-Vroad neuze ; en ur [[demokratelezh|werinelezh]] e vez droukvesket galloud ar bobl ha frankiz ar bobl. Hogen mar ren ar bobl ne vez gwech ebet o c'houarn : ur muianiver a zilennidi a ra al lezennoù a-enep ur bihanniver a zilennidi, n'eo «« gouarnamant ar bobl gant ar bobl »» nemet gouarnamant an holl en anv ur rann eus dilennidi ar bobl.

Gant ar [[melestradurezh|velestradurezh]] e chom un tamm bras-divent eus ar galloud, ha pa vije kemmet pennadurezhioù ar Stad dre zilennadegoù. Ent-politikel, atebek eo en dilennidi dirak ar bobl, ar velestradurezh n'eo ket : ne chom frankiz politikel ebet gant ar bobl e-tal diatebegezh politikel ar velestradurezh : un distro da hollveliouriezh an [[Impalaeriezh roman]] eo bet kreizennelouriezh jakobin an Dispac'h Gall en diwezh.<ref name="BJ" />

An anvelourien hepken o deus meizet kement-se : kreñvoc'h c'hoazh eo beli ar werinelezh eget hini ar Renad kozh ; peogwir e teu ar galloud kreiz eus youl ar bobl e laka pep den dindan beli al Lezenn ; hollveliek eo deur an holl, dister eo mad an hinienn.
Linenn 185:
Hag eñ levezonet-don gant prederouriezh [[Georg Wilhelm Friedrich Hegel]] en he dilezas ez-yaouank, met meizadur [[daelerezh|daelerezhek]] ar veziadelezh a chomo gantañ a-hed e vuhez.<ref name="MB">Michel Bakounine, ''Oeuvres complètes'' (8 levrenn), [http://editions-ivrea.fr/catalogue-liste.php Éditions Ivrea] {{fr}}</ref>
====Ar vuhez hag ar skiant====
Kanmeuliñ ar vuhez a ra Bakounin, ha diskouez disfiz bras diouzh ar skiant rak da enebourezed e laka emdarzhegezh an eil ha gouiziegezh aozer heben. Ne c'hall ket an dud bezañ dindan beli ur gouarnamant "skiantel", pa rankfent sentiñ ouzh lezennoù na gomprenfent ket. Dav eo e vefe klok gouiziegezh ar skiant evit genel hevelep gouarnamant, ha dic'houest eo ar skiant da veizañ «« boud diabarzh »» kement tra a zo, da lavaret eo o hiniennelezh wirion er bed danvezel. Ne c'haller ket deskrivañ an hiniennelezh, emezañ.

Rekis eo ar ouiziegezh hag ar skiant da zigaezhadur ar broleterien, emezañ ivez koulskoude, met pa c'hall ar skiant kompren ''preder'' ar veziadelezh hag ar vuhez ne c'hall ket meizañ ar veziadelezh hag ar vuhez o-unan. «« Atav e vez ar vuhez a-raok ar preder »», hervez Bakounin.<ref name="MB" />
====Ar frankiz====
N'eus ster ebet d'ar frankiz hep ar vuhez kevredigezhel, da lavaret Bakounin. Hogen kenderc'het gant e vetoù e vez an den, da heul ar c'hengred e teu e frankiz neuze, a zo denekadur ar c'hengred.

A-enep an hiniennelouriezh e sav Bakounin, pa vez an den kenderc'her youl hag oberiantiz ar gevredigezh ha, war an dro, kenderc'het ganto. Liammet gant frankiz an holl dud eo frankiz pep den, rak ret eo e vefe an dud en o frankiz evit anzavout frankiz pep den. «« Ne c'hallan bezañ em frankiz wirion nemet pa vez an holl dud a zo tro-dro din, gwazed ha maouezed, en o frankiz ivez »», eme Vakounin.
====Ar gravez hag an divezouriezh====
Andoue e oa Mic'hail Bakounin, met hervezañ ec'h eo ar gravez «« ur fazi istorel rekis »» abalamour m'he deus tennet an dud er-maez eus stad al loened ; bremañ avat ec'h eo ker rekis all terriñ «« yev vezhekaus ha poanius an doueelezh »» rak n'eo Doue nemet an disoc'h eus galloud divent spered mab-den da c'houbarañ : krouet eo bet gant an dud, ha bremañ e kred d'an dud ec'h int bet krouet gantañ, ha dindan beli o c'hrouadur e vevont. Evel Hegel e soñj Bakounin ec'h eo bet savet ar gravez d'he feurvadelezh gant ar [[kristeniezh|gristeniezh]].

Nac'hañ a ra Bakounin keal un divezouriezh peurvat, a zo diazezet war pennaennoù difetis a-grenn : ne c'haller ket adsevel natur an den. Evitañ, kement reolenn a-fed divezouriezh zo bet goveliet er vann gant tud a fell dezho lakaat mab-den da "sevel" betek o divezouriezh-i, a vez diazezet war korvoerezh ar yoc'hoù labourer peurvuiañ. Ar yoc'hoù poblel n'o deus ezhomm ebet a gentelioù digant den ebet evit ar pezh a sell ouzh o deurioù, rak i eo danvez ar vuhez kevredigezhel, politikel ha buhezegezhel. A-hend-all, ganet marv eo kement soñj na sav ket diwar ar bobl : «« gwiliouderien soñjoù don ar vuhez hag ar bobl e rank bezañ an damkanourien hag ar gefredourien, n'eo ket diskulierien, diouganerien, doktored pe grouerien »», eme Vakounin. E natur loenel an dud emañ divezouriezh peurvat mab-den, n'eo an natur gevredigezhel nemet un heklev anezhi.

A-fed divezouriezh prevez e sav Bakounin a-du gant frankiz pep den, gant ar parder etre gwazed ha maouezed, gant erlerc'hiañ an unaniezh frank ouzh an dimeziñ, gant frankiz ar rev. War divoud ar vugale, a zo «« perc'hennet gant o frankiz da zont »» pa n'int piaouet na gant o zud na gant ar gevredigezh, e lavar ar prederour e vez o dazont diouzh ar gelennadurezh a vez roet dezho gant o zud ha gant ar gevredigezh.
====Ar Stad hag an anveliouriezh====
*'''Kevredigezh ha Stad'''
Linenn 220:
Dizehan e kevenebas ar gelennadurezh kristen ha kelennadurezh ar bed. Evitañ da vezañ ur [[boyar]] ez embanne Tolstoy ne c'halled tizhout an hevoud nemet dre ar baourentez.
====Ar berc'henniezh====
A-du e sav Tolstoy gant Proudhon : «« Laeroñsi eo ar berc'henniezh »» ; digembez kenetrezo eo ar berc'henniezh hag ar gristeniezh, emezañ, pa lavaras [[Jezuz Nazaret]] :

''Eürus oc'h-chwi, ar re baour, rak deoc'h eo rouantelezh Doue.'' <ref>[[Aviel Lukaz|Lukaz]], 6, 20</ref>

Linenn 255:

Kevret gant kudenn al labour eo hini ar c'hopradelezh, eme Gropotkin ; kengladekaat an douaroù hag al labouradegoù ne zegaso kemm ebet e buhez al labourerien, pa gemero ar Stad lec'h ar batromed ; al labour n'eo ket ur redi drezañ e-unan, an ezhommoù eo ar pal pennañ.

«« Bevet rannadur al labour ! Setu aze ar vengleuz aour wirion evit pinvidikaat ar vroad ! »» a skrivas ar prederour armerzhour [[Adam Smith]]<ref>Adam Smith (1776), ''An Inquiry into the Nature and Causes of the Wealth of Nations: A Selected Edition'', Oxford Paperbacks, 2008, ISBN 978-0-19-953592-7 {{en}}
''Enquête sur la nature et les causes de la Richesse des Nations'', Presses Universitaires de France, 1995, ISBN 978-2-13-047181-3 {{fr}}</ref>, hag a-du gantañ e savas ar [[sokialouriezh|sokialourien]], petra bennak ma'z eo ar binvidien a vez pinvidikaet gant rannadur al labour pa vez lakaet al labourerien da [[robot|robotoù]] diskiant padal he deus pep gevredigezh dober a labourerien speredek hag ijinus. Gwir eo ec'h eo aesoc'h d'ar batromed gourlakaat o divizoù da labourerien diberzhek evit kaout an dizober anezho. Mar c'hoarvez an dispac'h sokialour e chomo digemm stad al labourerien. Uhelvennad ar gevalaouriezh eo an [[tailorekadur]], an ardivinkadur e doare [[Frederick Winslow Taylor]] ([[1856]]-[[1915]]) :

''Ar bugel e servij ur mekanik na c'hall ket kompren, hag arabat eo dezhañ kompren, hag evezhierien a gastiz [ar bugel] mar distegn e evezh e-pad ur pennadig eo'' [rannadur al labour]''. [...] An den tikedennet, stampilhet a-hed e vuhez eo rannadur al labour.''<ref name="CP" />
Linenn 264:
Pa lavar ar varksourien e ranker aozañ oberiantiz emdarzhek ar bobl dre ur Stad poblel savet ganto a-c'houde an dispac'h e respont Kropotkin hag an anveliourien all n'eo ar Stad nemet un aotrouniezh a zo bez frankiz ar bobl. Enep daelerezh ar varksourien – dre an aotrouniezh e vo ganet ar frankiz – e vez an anveliourien evel Kropotkin (ha Bakounin, daoust da zaelerezh Hegel) : ne c'hall forzh pe Stad nemet breinañ an dispac'h.
====Kenskoazell====
Brezelioù eo ar «« stourm evit ar vuhez »» bet deskrivet gant [[Charles Darwin]]<ref>Charles Darwin (1859), ''On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life'', Penguin Classics, 2009, ISBN 978-0-14-043912-0 {{en}}

''De l'origine des espèces au moyen de la sélection naturelle'', Maspero, 1983, ISBN 978-2-7071-1169-2 {{fr}}</ref> ha «« stourm ar renkadoù »» ar varksourien, eme Gropotkin. N'eo ket dre ar brezelioù-se hepken ez a an emdroadur en-dro, emezañ ivez, pa'z eo rekis e vefe kenlabour, kenskoazell hag emouestladur er gevredigezh.

Biskoazh n'eo bet diskuliet kement-se gant an istorourien, n'o deus deskrivet nemet c'hoari ar veleien, ar vilourien, ar bolitikourien hag ar binvidien evit staliañ o hollveliouriezh war pobloù ar bed.<ref name="CP" />
===[[Restr:Librox.png|20px]] Errico Malatesta===
Linenn 273:

«« Kantvedoù-pad eo bet rediet al labourerien, setu ec'h int boas da c'hortoz labour, ha bara neuze, digant ar vistri, ha da welet o buhez bepred e trugarez neb a zo perc'henn war an douar ha war ar gevala ; deuet int da grediñ ec'h eo a-drugarez d'ar vistri e c'hallont debriñ, ha hegredik e klaskont gouzout penaos e c'hallfent bevañ mar ne vije ket eus ar vistri »», a skrivas an Italian [[Errico Malatesta]] ([[1853]]-[[1932]]).<ref name="EMA">Errico Malatesta (1891), ''L'anarchie'', Lux, 2012, ISBN 978-2-89596-151-2 {{fr}}
[http://kropot.free.fr/Malatesta-Anarchie.htm Ar skrid en-linenn] {{fr}}</ref>
====An aozadur====
Pa glask al labourerien sevel Etrebroadelennoù ez eus ''dija'' eus "Etrebroadelenn ar gevalaourien" ; dizanv eo al luskad-se, hogen aozet eo, setu e prederias Malatesta war aozadur al luskad anveliour.