Diforc'hioù etre adstummoù "Gireg Konan"

68 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
[[Restr:Gireg Konan 2017.jpg|thumb|upright=1.1|'''Gireg Konan''' en e liorzh e 2017]]
'''Gireg Konan''', Guirec Gildas Connan e marilh an ti-kêr, a zo ganet e [[Lannuon]], e [[Bro-Dreger]], d'an [[21 a viz Here]] [[1951]]. Mab da [[Jakez Konan]] hag [[Anna-Vari Klou]] eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (1934-1973), Ewan (1936-), Herve (1940-2017), Annaig (1946-1949), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da [[Montréal|Vontréal]] e [[Kebek]], [[Kanada]]. Liorzher, kelenner eo bet. Skrivañ brezhonegkalzik a ra e brezhoneg bremañ p'emañ war e leve. Bepred eo bet kar-e-yezh.
 
Goude ar Brezel e oa diaes bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad [[broadelouriezh]] c'hall taer a oa neuze.
 
==Deskadurezh==
Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok mont d’ar skol. E skoliadur kentañ, eil-derez ha skol-veur a voe graet eno. Tapout a reas un aotreegezh war ar [[Geologiezh|c’heologïezh]] ([[Loyola College]] lodenn eus Skol-Veur Montréal|[[Université de Montréal]] er bloavezhioù '60 ha '70, ar pezh a zo deuet da vezañ bremañ [[Concordia University]]) ha da heul se, un testeni kelenn ([[McGill University]]). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont e [[Kebek]]. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Bro-Gebek.
 
===Distreiñ d’ar vro===
Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot pa ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur ! Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, da c'hGireg ha d'o zad Jakez da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e [[Perroz-Gireg|Perroz]] e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, da c'hGireg ha d'o zad Jakez da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e [[Perroz-Gireg|Perroz]] e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.
 
Dimezet hag euredet eo gant Marivon ar Gwilhouz e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (gant un ñ, mar-plij !) (1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.
 
===Ar Skolioù===
En diavaez ar skolioù, e krede Gireg Konan e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù diavaez skol.
 
Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh. Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik [[Tregastell]] e 1989 hag ur skol Diwan e [[Louaneg]] e 2006. ChometChom eoa ra stag c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra di bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale.
 
Krouet en deus, e 1978, [[Kan ar Bobl]] Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er [[Roc’h-Derrien]], [[an Trevoù|Trevoù-Tregigneg]], [[Pempoull]], [[Bear]]. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e [[Kawan]] bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh.
Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh, gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro, ha kenderc’hel e ra c’hoazh gant [[Ofis Publik ar Brezhoneg]].
 
Prezidant [[Levraoueg Breizh]] eo. Fiziet ohe deus al levraoueg-se al levrioù brezhonek e rann vrezhonek Levraoueg Aodoù an Arvor (Bibliothèque des Côtes-d'Armor) e Kawan.
 
Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « [[Al Levrig]] » e 1995, e voe prezidant ar gevredigezh-se ha [[Ti ar Vro Treger ha Goueloù]] goude e-pad dek vloaz e Kawan.
1 097

modifications