Diforc'hioù etre adstummoù "Mic'hail Bakounin"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 70 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q27645 (translate me))
 
== E yaouankiz ==
 
Ganet eo Mic'hail Aleksandrovitch Bakounin d’an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1814]] e Priamouc'hino (Прямухино e rannvro [[Tver]], e [[Rusia]]), en ur [[familh]] eus an [[noblañs]] vihan. Chom a ra er gêr betek e 14 vloaz.
Kaset eo neuze gant e dad da skol an [[artilherezh]] da [[Sankt-Peterbourg]]. Laouen eo da gentañ Mic’hail o tañva ur vuhez nevez, met buan e kav pounner [[aergelc’h]] ar [[kazarn|c’hazarn]] ha ne soñj nemet en un dra: tec’hout kuit. Un nebeud bloavezhioù war-lerc’h en gra evit gwir. Fuloret eo an tad pa oar ez eo tec’het e vab kuit.
Divizout a ra Mic’hail studiañ e Skol-Veur [[Moskva]], eno e kej gant [[Herzen]] hag Ogarev (prederourien poblelour ha sokialour) Sankt-Peterbourg. Bakounin n’eo ket reoliek-tre en e labour, met dedennet eo kenañ gant ar [[prederouriezh|brederouriezh]] alaman. E [[1840]] ez a Bakounin da v-[[Berlin]], gant skoazell Herzen, evit studiañ prederouriezh [[Hegel]]. Mont a ra da gentelioù Werder, kelenner war preder Hegel. Evel [[Karl Marx]] hag [[Friedrich Engels]] e kaso ar brederouriezh-se war an dachenn sokial ha diwhezatoc’h war hini [[an dispac’h]]. Kregiñ a ra Bakounin da zaremprediñ ar bodadoù demokratel. Polis kuzh an [[Tsar]] a zo neuze war e seulioù. Divizout a ra Bakounin mont da [[Suis]] a-benn pellaat diouzh ar [[spierezh|spierien]]. Da c’houde, e 1844, ez a da [[Pariz|Bariz]] e lec’h ma kej gant Marx hag Engels. Daremprediñ a ra an Alamanted hag ar Boloniz harluet, ha dreist-holl e ra anaoudegezh gant [[Pierre-Joseph Proudhon]]. Levezonet-tre eo Bakounin gant preder Proudhon. Er bloavezhioù da heul e tremen Bakounin e amzer o kaozeal hag o tabutal er bodadoù ha kelc’hioù demokratel e Pariz. Goulennet e vez digantañ gant ar Boloniz Yaouank prezegenniñ e koun an dispac’h polonat. Koustañ a raio ker dezhañ ar brezegenn-se pa c'houlenn groñs kannati Rusia ma vo skarzhet eus Bro-C’hall ken ez a neuze da repuiñ e [[Belgia]].
 
===War ar stoc’h===
E [[1848]] eo stenn an traoù dre [[Europa]] a-bezh. Dispac'hoù a grog un tamm e pep lec’h. E miz C’hwevrer e krog an dispac’h e Pariz, Bakounin a zistro eno. Dibuniñ er [[straed]]où, sevel stoc’hoù, tennañ war ar [[soudard]]ed, entanet eo Bakounin gant an aergelc’h-se. Skrivañ ra Bakounin er gazetenn "la Réforme", ennañ e tisklêr: « Faezhet e vo an dispac’h, ma n’a ket ar rouaned diwar wel dre Europa a-bezh ». Hervezañ eo ret d’an holl vroadoù en em zizober diouzh o mac’homerien. Da c’houde ez a Bakounin da [[Polonia|Vro-Bolonia]] e-lec’h m’emañ ar bobl o'n em sevel. Flastret eo an [[emsavadeg]] eno. Mont a ra neuze da [[Praha|Braha]] evit kemer perzh er bodad panslav e miz Even. Freuz ha reuz a zo e kêr e-kerzh ar bodad-se. Mont a ra neuze Bakounin da [[Dresden|Zresden]] e [[1849]], emsavet eo kêr, kas a ra an emsavadeg war-raok , met trec’het eo an emsavidi.
 
== En [[toull-bac’h]] ==
 
Stlapet eo Bakounin en toull e lec’h ma chom betek e [[prosez]] e [[1850]]. Kondaonet eo d’ar marv met cheñchet eo ar [[kastiz|c’hastiz]] : labourioù peurbad az aio gantañ a-benn ar fin. [[Aostria]] ha [[Rusia]] a c’houlenn kaout anezhañ, gouarnamant Saks a ro anezhañ d’an Aostrianed ha kaset eo da Rusia e miz Mae [[1851]]. Distro eo Bakounin da [[Rusia]], daoust ma n’en doa ket c’hoant mont eno ken. Toullbac’het eo e [[kreñvlec’h Pêr-ha-Paol]]. Enno e skriv ul [[lizher]] d’an Tsar evit bezañ dieubet. Kaset e vez da [[Siberia]] e [[1857]]. E [[1861]] e tec’h kuit, tremen a ra dre [[Japan]], [[Los Angeles]] ha [[New York]] hag en em gavout ra e [[Londrez]] e fin ar bloavezh.
 
 
== An distro ==
Ur wech distro e skriv Bakounin d’e gamaladed dispac’hourien [[1848]]. E [[1863]] ez eus un emsavadeg nevez e Polonia, mont a ra Bakounin enno ha klask a ra kas youlidi betek enno, goude beajoù arvarus da [[Sweden]] e diviz paouez gant dieubadeg ar bobloù slav. En em staliañ a ra e [[Suis]] adare ha kemer perzh e ra en un emsavadeg e [[Italia]] e [[1864]]. E 1865 e grou ar Breuriezh etrevroadel, [[kevredigezh kuzh]] evit difenn al labourerien.
An diveliouriezh
[[Rummad:Prederourien Rusia]]
[[Rummad:Prederourien an XIXvet kantved]]
[[Rummad:DiveliouriezhAnarkourien Rusia]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1814]]
[[Rummad:Marvioù 1876]]
74 192

modifications