Fyodor Dostoyevskiy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Brezhoneg e-lec'h saozneg
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.

Klañv e oa gant [[Drougsant|droug Sant-Yann]] abaoe e 26 vloaz. Adalek [[1842]] e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E [[1844]] e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, ''An dud paour'', hag ec'h embannas romant [[Honoré de Balzac|Balzac]] ''Eugénie Grandet''.

E [[1849]] e voe arrestet ha [[kastiz ar marv|kondaonet d'ar marv]] abalamour ma oa ezel eus ur strollad [[frankizouriezh[|frankizour]] - ar [[Kelc'h Petrachevsky|C'helc'h Petrachevsky]]. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an [[Tsar]] hag harluet da [[Omsk]] en ur prizon [[Siberia|siberian]], e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e [[1854]], hag anvet e voe da ofiser en ur rejimant eus Siberia.

E [[1857]] e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E [[1859]] hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E [[1860]] e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.

E-pad meur a vloavezh e veajas dre [[Europa]]. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval en doa.