Olimpos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
== An anv ==
Dont a ra an an anv eus ar ger [[gregach]] Ὄλυμπος / ''Olympos''.
Diwar-benn ar [[gerdarzh]] n'eus nemet [[martezeadenn|martezeadennoù]]. Gwelout a c'haller ur [[wrizienn]] ''olu-'' a dalv kement ha « troc'hañ», « falc'hañ », « touzañ », a gaver e-barzh ''ollumi'' (« troc'hañ », « distruj »), ''oloos'' (« distrujer», « marvel ») pe ''oulē'' (« troc'h », « rann»)
 
An dibenn ''-mpos'', a gaver e meur a [[yezh indezeuropek]], en anvioù-gwan a verk pe al lec'hiañ pe ur stumm.
 
Krediñ a reer e talveze ''Olumpos'' kement hag un dra bennak « a droc'he lemm » pe « a droc'he an hent ». N'halled ket treuziñ ar menez, ha gwelet e veze evel un harz krenn etre [[Thessalia|Tesalia]] ha [[Makedonia]], pe ledenez Hellaz hag Europa.
 
Ur gerdarzh all a seblant suroc'h. Neuze e teufe "Oulumpos" , ar ger a gaver e skridoù [[Homeros]], eus ar [[gwrizienn]]où indezeuropek-mañ:
* wel- ("treiñ, troidellat, punañ " - orin ar ger alamanek Wolke : "[[koumoul|koumoulenn]]enn", ar ger gallek "valse."..)
* ombh- (" tra ront ", " krec'h, kern " - evel er ger latin "umbo", an anv roet da lodenn volzek ur [[skoed]] ). [[Ster]] Olympos a oa neuze "menez punet ar c'houmoul en-dro d'e lein". Ur ger indezeuropek e vije bet, "*Wol-*omb", troet da ''Olumpos'' e genoù Hellaziz kozh.