Sērā fuku : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q846584
D →‎Talvoudegezh sevenadurel: replaced: a d → a d using AWB
 
Linenn 14:
Evit pennoù yaouank zo ez eo lifre-se arouez ar sentiñ ha klask a reont degas kemmoù ennañ a-benn gallout ezteurel o hiniennelezh. Evit se e c'haller berraat pe hiraat ar vrozh, troñsañ ar milginoù, kuzhat takonoù pe badjoù dindan an dilhad chouk, hag all. En dekvedoù tremenet ez eus bet degemeret stummoù dilhad ''Sērā fuku'' livek-kenañ gant yaouankizoù zo ha gant bagadoù feuls marc'houarnerien [[Bousouzoku]]
 
C'hoari a ra ar ''Sērā fuku'' a-gevret gant lifreoù skol all ur roll a bouez er sevenadur [[otaku]] hag e patrom [[rev|revel]] faltaziet Japaniz evel m'en diskouez an niver bras-kenañ a dudennoù en o lifre en [[tresadenn-vev|tresadennoù-bev]], er [[manga|mangaoù]] hag en [[dōjinshi|dōjinshioù]]. Setu aze un nebeud skouerioù :
 
* An dresadenn-vev vrudet ''[[Sailor Moon]]'', m'eo gwisket an holl dudennoù gant ul lifre ''Sērā fuku'' p'en em dreuzfurmont e [[gouron|gouronezed]].