Charlotte Guest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
D replaced: a P → a P (5) using AWB
Linenn 3:

==He buhez==
Ganet e oa en Uffington House, en Uffington, ha [[merc'h]] e oa da Albemarle Bertie, navet Kont Lindsey, ha d'e eil pried, Charlotte Susanna Elizabeth Layard . Mervel a eure he zad pa oa 6 vloaz, hag addimeziñ a reas he mamm da Peter Pegus, ur beleg a zisplije kenañ da Charlotte.

Barrek e oa war ar studi, hag hec'h-unan e teskas [[arabeg]], [[hebreeg]], ha [[perseg]]. [[Benjamin Disraeli]], a oa da vezañ Kentañ Ministr diwezhatoc'h, a reas un tamm lez dezhi pa oa krennardez.

E [[1835]], ha hi en he 23 bloaz, e timezas da ''Sir [[Josiah John Guest]]'' ([[1785]] - [[1852]]), a oa unan eus mistri labouradegoù houarn e kreisteiz [[Kembre]], ha perc'henn labouradegoù houarn [[Dowlais]] ([[Dowlais Iron Company]]). Eured a voe abalamour ''da zimeziñ an arc'hant kozh d'an arc'hant nevez'', ha n'eo ket abalamour da soñjoù romantel diouzh ar c'hiz e lennegezh ar mare. 23 bloaz e oa hi, 51 e oa eñ. Mont a rejont da chom da Dowlais, e [[Merthyr Tudful]], goude ma voe bet dilennet he fried da gannad evit pastell-vro Merthyr Tudful e 1832. Evurus e voent ha 10 bugel o doe.
Troet e oa Charlotte gant gwelvaoù romantel Kembre, ha gant lennegezh he bro nevez. Deskiñ kembraeg a reas mat a-walc'h da lenn ha da gomz ouzh he bugale, pezh na veze ket graet en he metoù tamm ebet en amzer-se. Perzh a gemeras en obererezh he fried, ken evit ar gumuniezh, ken evit e aferioù ivez, pa droas e [[galleg]] meur a skrid teknikel. Anvet e voe John Guest da ''varonet'' e 1838.

Pa grogas yec'hed he fried da vont war fallaat e voe ret da Charlotte tremen muioc'h a amzer war-dro an embregerezh, ha ne reas nemet se ken goude e varv e 1852.

e 1852.

E 1855 e lezas ar garg a rener gant [[G. T. Clark]]<ref>James, B. Ll. (2004) "[http://www.oxforddnb.com/view/article/5461 Clark, George Thomas (1809–1898)]", ''[[Oxford Dictionary of National Biography]]'', Oxford University Press, accessed 21 Aug 2007 (subscription required)</ref> pan eas da zimeziñ da [[Charles Schreiber]], ul lenneg hag a oa kannad evit [[Cheltenham]] ha divwezhatoc'h evit [[Poole]] e [[Bro-Saoz]].

Kuitaat a rejont Kembre hag e-pad meur a vloaz ne rejont nemet beajiñ dre Europa ha dastum [[pri-poazh|priajoù-poazh]] a voe roet d'ar mirdi [[Victoria and Albert Museum]] goude. Hi a zastume ivez kartennoù-c'hoari, plenk-echedoù, a voe roet d'ar [[British Museum]].

He mab henañ [[Ivor Bertie Guest]], a zimezas da Lady Cornelia Spencer-Churchill, [[merc'h]] henañ seizhvet Dug [[Marlborough]], da lavarout eo e oa [[moereb]] da [[Winston Churchill]].

==He labour lennegel==
Linenn 25 ⟶ 26:
* ar ''"chwedlau brodorol"'', an danevelloù "breurel" (kar dre an danvez anezho)
** ''Breuddwyd Macsen Wledig'' (''[[Hunvre Macsen]]''), diwar-benn an impalaer roman [[Magnus Maximus]]
** ''Lludd a Llefelys'' (''Lludd ha Llevelys'')
** ''Culhwch ac Olwen'' ('' [[Kulhwch hag Olwen]] '')
** ''Breuddwyd Rhonabwy'' ('' [[Hunvre Rhonabwy]] '')
Linenn 32 ⟶ 33:
Embannet e voe an troidigezhioù e teir levrenn, a ginnige ar skrid [[krenngembraek]] ivez e [[1846]]. Un embannadur all a voe e [[1877]], gant skeudennoù, ha hep kembraeg.

Gallout a reer soñjal eo harpañ Tegid ha Charnhuanawc en o labour treiñ a reas kentoc'h eget ober an troidigezhioù hec'h-unan. Daoust da se e chom skrid Charlotte Guest un oberenn glasel saoznek, ur skouer eus lennegezh ar Romantelezh.

==Lennadurezh==
Linenn 38 ⟶ 39:
*''Fans and Leaves'' (1888-90)
*''Playing Cards of various Countries and Ages'' (1892-95)
*''Lady Charlotte Schreiber's Journal'' (2 gyfrol. 1911). Embannet gant he mab.
*''Lady Charlotte Guest, Extracts from her Journal'' (2 levrenn, 1950, 1952). Embannadur aozet gant Iarll Bessborough)
*D. Rhys Phillips, ''Lady Charlotte Guest and the Mabinogion'' (1921)