Urszula Mayerin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D The file Image:Konstancja_Austriaczka.jpg has been replaced by Image:Troschel_Constance_of_Austria_(detail).jpg by administrator commons:User:Ymblanter: ''File renamed: correct title/author, PD-art/old - File:Troschel...
D replaced: d a → d a (3) using AWB
Linenn 16:
Deol e oa Urzsula, ha selaouet e veze gant ar roue hag ar rouanez. Poloneg a zeskas, met daoust da se ne veze ket karet el lez gant ar re a gave e oa re vras he levezon. Lakaat a reas envel he mignoned d'ar c'hargoù uhelañ . Lesanvet e veze '' serc'h ar roue '', ''ministrez en brozh '', pe ''bigotez jezuit''. Sekretour ar Roue [http://en.wikipedia.org/wiki/Jan_Szcz%C4%99sny_Herburt Jan Szczęsny Herburt (en)], a lavare '' kourtizanez hudur '' anezhi.<br />
 
Gouarnerez bugale ar rouaned e oa ha dindani e oa klañvdiourezed ar vugale ha ne garent ket anezhi, dreist-holl an itron Forbes, ur brotestantez skosat a rae war-dro ar priñs yaouank [[Ladislas IV Vasa|Władysław]]
 
Pa varvas ar rouanez Anna en [[1598]] ec'h eas kuit itronezed alaman al lez, Urszula Mayerin avat a chomas e Pologn. War a seblant e oa tomm ouzh ar roue hag ouzh ar priñs [[Ladislas IV Vasa|Władysław]]. He lizhiri d'ar priñs a vez komprenet a-wechoù evel lizhiri karantez.
Linenn 26:
Ne oa ket dispignerez,ha peurvuiañ e veze gwisket en du, en ur sae spagnol. Kenskrivañ a rae gant an Impalaer [[Ferdinand II an Impalaeriezh Santel]] ha gant ar pab.
 
A-hed bloavezh diwezhañ e ren e veze klañv Sigismond alies hag Urszula, deuet da vout e Pologn evel [[Francisco Goméz de Sandoval y Rojas|dug Lerme]] e Spagn, a rae war-dro an aferioù evitañ. Sinañ a rae dihelloù ofisiel ar stad e-lec'h ar roue ha degemer kannaded ar broioù estren .
 
==Goude he marv==
Mervel a reas en [[1635]], e palez Varsovia, ha beziet e voe en Iliz ar Jezuited e-pad un obidoù war an ton bras, par da re ur rouanez.
 
Freuzet e voe he bez gant soudarded Sveden hag Alamagn er bloavezhioù 1650. Distrujet e voe he foltredoù, darn graet gant arzourien evel [[Pieter Soutman]] pe Christian Melich, e-pad ma veze skrap-diskrap e kastell Varsovia da vare ar [[Potop]].