Gilles Servat : diforc'h etre ar stummoù

D
replaced: a D → a D (3) using AWB
No edit summary
D (replaced: a D → a D (3) using AWB)
Goude ''L'Or et le Cuivre'' e 1979, e raio enor da [[René-Guy Cadou]] (1920-1951), ur barzh breizhat marv re abred. En 1981 e kinnig ur bladenn e-pad ur sonadeg hag en 1982, ''Je ne hurlerai pas avec les loups''. E 1984 ha 1985 e kemeras perzh e ''Théâtre de la chimère'' Michel Ecoffart. 1988, ''Mad in Sérénité'' a zo priziet gant Priz Braz Akademiezh Charles-Cros ha Priz kuzul rannvro Breizh. Savet ez eus bet un arvest e «Tombées de la Nuit», ur gouel lidet e Roazhon diwar ar bladenn ''Le Fleuve'' embannet e 1992.
 
Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant [[Dan Ar Braz|Dan ar Braz]], ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad [[Capercaillie]]), [[Yann-Fañch Kemener]] ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: ''Héritage des Celtes'' (1994), ''Finisterres'' (1997) hag ar ''Zénith'' (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an [[Tri Yann]].
 
E 1996 ec'h embannet ''Sur Les Quais de Dublin''. Evit ar bladenn-mañ ez eus bet pedet un nebeud arzourien: Ronnie Drew (des [[Dubliners]]), [[Andy Irvine]], [[Rita Connolly]] ha [[Bagad Roñsed-Mor]] deus [[Lokoal-Mendon]].
''Touche pas à la Blanche Hermine'' a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en [[an Alre|Alre]]. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn ''La blanche Hermine'' ez eus an destenn ''Touche pas à la Blanche Hermine'', un destenn a-enep d'ar [[Front National]] hag o deus adkemeret ar meeting ''Comme je voudrais'' e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon.
E 2003 e [[Sant-Maloù]], en deus resevet kolier [[Urzh an Erminig]].
D'an 19 a viz mae 2005 ec'h embann Servat ur bladenn nevez ''Sous le ciel de cuivre et d'eau'' gant ur ganaouenn en enor [[Polig Monjarret]] lesanvet «Le Général des Binious», krouer [[Bodadeg ar Sonerion]].
* Erwan Chartier, ''Gilles Servat, portrait'', embannadur Blanc Silex Editions (144 pajenn), 23 a viz C'hwevrer 2004. (ISBN 978-2914875042)
* Guy Millière, ''Gilles Servat (Poésie et chansons)'', dastumadenn Chansons d’aujourd’hui, embannadur Seghers (192 pajenn), 1975. (ASIN B00936ZTUI)
* Christian Renaut, ''Regard sur Gilles Servat'' (poltriji), embannadur C. Renaut, 1añ a viz Genver 1989. (ISBN 978-2903197087)
 
===Liammoù===