Galia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Ar vuhez e Galia roman: replaced: d r → d r using AWB
Linenn 65:
==Ar vuhez e Galia roman==
 
Savet e voe un niver a geodedoù nevez gant ar Romaned. Degas a rejont ivez gwellaennoù d'ar c'heodedoù kozh pa ne vezent ket paeet gant an annezidi o-unan : foromoù, dourbontoù, añfiteatroù, kouronkoù, bolzioù enor ha kement zo ... Evel-se en em strewe doareoù-bevañ ar Romaned. Azeulet e veze an doueed roman e pep keoded.
 
Muioc'h-mui e veze implijet al latin er vuhez foran, a-drugarez d'ar renkadoù uhelañ, d'ar varc'hadourien ha d'ar soudarded da gentañ penn. Roet e voe ar gwirioù keodediz roman klok d'ur bern Galianed. Lod memes a voe degemeret e Sened Roma adalek an impalaer Claudius.