Teresa de León (kontez Portugal) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: t g → t g (3) using AWB
Linenn 4:
'''Tereza Leon''', pe '''Teresa de León''' e spagnoleg, pe '''Teresa de Leão''' e portugaleg, ganet etre 1083 ha 1085 - Manati Montederramo ([[Galiza]]) pe Póvoa de Lanhoso, marvet d'an [[11 a viz Du]] [[1130]], a oa infantez [[León]] ha [[kontez Portugal]]. E galizeg-portugaleg e oa ''Tarasia'' pe ''Tareja de Portucale'', hag e Portugal hiziv e vez graet ''Dona Teresa'' anezhi.
 
Merc'h vastard d'ar roue [[Alfonso VI León]] ha d'e bried kleiz, [[Jimena Muñoz]], e oa. E 1093 e voe dimezet gant he zad roue d'ur brezelour gall, [[Henrique de Borgonha|Herri Bourgogn]], ha roet e voe dezhi [[kontelezh Portugal]] evel [[argouroù]]. Meur a vugel he doe, ha dreist-holl [[Afonso Iañ]] Henriques, a voe kentañ [[roue Portugal]].
Mervel a eure he fried Herri en 1112, ha ren a reas hec'h-unan. Evit talañ ouzh [[Rouantelezh León]] e reas emglev gant Galiza, ha goulenn a reas digant he c'hoar [[Urraca León]] reiñ dezhi [[Rouantelezh Galiza]] evel he lod eus hêrezh he zad dre ma oa marvet o breur, ar mab pennhêr nemetañ. D'ar mare-se pe e veze rannet an douaroù etre ar vibien pe etre ar merc'hed pa ne oa mab ebet, evel a zegouezhe.
 
==Dimeziñ ha bugale==
Digant he fried [[Henrique de Borgonha]] he doe bugale:
* Afonso Henriques (1094-[[1108]])
* [[Urraca Henriques, infantez Portugal|Urraca Henriques]] (war-dro [[1095]]);