Marged uch Ifan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: e T → e T (2) using AWB
Linenn 1:
'''Marged uch Ifan''' (1696 - 1788?) , pe ''Marged vch Ifan'', zo ur vaouez brudet e mojennoù [[Eryri]] en hanternoz Kembre. Brudet e oa da vezañ kreñv ha da vezañ telennourez ampart.
 
Genidik e oa eus [[Dyffryn Nantlle]], ha tavarn a oa dezhi e Telyrniau. Goude ez eas da chom da Bwthyn Penllyn, e-kichen [[Llyn Padarn]] ma c'houneze he boued o kleuziañ e mengleuzioù [[kouevr]] [[Nant Peris]] ha mont a rae gant ur vag da benn izelañ al lenn e-kichen [[Brynrefail (Gwynedd)|Brynrefail]]. Ditour diwar he fenn a gaver digant [[Thomas Pennant]], ar beajour a reas tro Kembre e 1786 hag ac'h eas d'he zi nemet ne oa ket er gêr neuze. Chaseourez brudet e oa, ha kontet e veze e tape muioc'h a lern gant he chas en ur ober bloaz eget ma c'halle den ober dindan dek vloaz.
 
<!-- enwog am ei nerth, a dywedid ei bod yn medru ymaflyd codwm ag unrhyw un hyd yn oed pan oedd yn 70 oed. Adroddir i un o'r mwynwyr copr, dyn mawr cryf, gamdrin un o'i chŵn unwaith, ac i Marged roi dyrnod iddo a'i tarawodd yn anymwybodol, a dywedai'r rhai a'i gwelodd y byddai un ddyrnod arall debyg wedi ei ladd.