Mart Amerika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: s t → s t using AWB
Linenn 12:
Bevañ a ra er c'hoadegoù pin e [[Kanada]] hag [[Alaska]] hag en un darn eus ar [[Menezioù Roc'hellek]]. War zigresk eo aet e boblañs abalamour d'an hemolc'h ha da zistruj e diriad met fonnus eo c'hoazh.
 
Hir ha moan eo korf mart Amerika ha goloet gant ur vlevenn c'hell. Sklaeroc'h eo e c'houzoug eget ar peurrest eus e gorf. E lost zo hir ha blevek. Begek eo e [[min|vin]] ha damguzh eo e skilfoù, evel re ar c'hizhier, ar pezh a lak anezhañ da bignat aes er gwez. Bez' ez eus torchennigoù dindan e bavioù hag a harp anezhañ da gerzhout war an erc'h.
 
Un hollzebrer eo. Chaseal a ra anevaled bihan evel [[gwiñver rous Norzhamerika]] (''Tamiasciurus hudsonicus'') met gallout a ra ivez debriñ [[raned]], [[amprevaned]], [[pesked]] pe [[frouezh]]. Oberiantoc'h eo diouzh an noz, an abardaez hag abred diouzh ar mintin. N'eo ket un aneval a vev a-stroll hag en e-unan e chom en diavaez eus koulz ar parañ a c'hoarvez e-pad an hañv. Ampellaet e vez stagadenn ar vi er [[mammog]] ha ganet e vez ar c'helin (etre 1 ha 5) en nevez-amzer war-lerc'h.