Conamara : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
'''Conamara''' (''Connemara'' e saozneg) a reer eus ur c’horn-bro e kornôg [[Kontelezh Gaillimh]] en [[Iwerzhon]].
Bevennet eo ConemaraConamara gant ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornôg ha gant an harzoù gant Kontelezh Maigh Eo en hanternoz. Hiziv e talvez an anv Conamara alies evit ar c’hornad zo etre kêr [[Gaillimh]] hag [[An Clochán]]. Ent strishoc’h ne dalvez nemet evit ar vro zo e kornôg pellañ ar gontelezh ha n’eo ket evit an holl zouaroù zo er c’hornôg da [[Loch Coiribe]] (Lenn Corrib). [[Cois Fharraige]] a reer eus an tolead zo a-hed ar mor, er c’hornôg da gêr Gaillimh, hag emañ Conamara er gwalarn d’ar vroig-se.
 
[[An Clochán]] eo ar gêr vrasañ e Conamara. Ur vroig paour an douar enni eo, kaer ar maezioù hogen meinek ha difrouezh ha n’eus enno nemet [[dañvad|deñved]] ha [[taouarc'h]]. Brudet eo gouenn [[marc'h|kezeg]] Conamara a reer anezho “poneed Conamara”.