Rodolfo Gonzaga (1569-1593) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3939958
D →‎E vuhez: replaced: s S → s S (7) using AWB
Linenn 8:
 
 
E 1589 e varvas e eontr Orazio Gonzaga, markiz Solferino, hag eñ dishêr. Rodolfo e oa an tostañ kar dezhañ, ha c'hoant en doa da da gaout ar varkizelezh-se ouzhpenn, hogen Orazio a laoskas Solferino gant [[Vincenzo Gonzaga]], priñs [[Mantova]].
 
Ur eontr all en devoa, Alfonso Gonzaga, markiz Castel Goffredo, ha n'en devoa mab ebet. Alfonso en devoa c'hoantaet reiñ e verc'h Caterina da Rodolfo, met hennezh, a oa dimezet, e kuzh, d'an 29 a viz Here 1588, da Elena Aliprandi, merc'h d'an arc'hanter pinvidik Giovanni Antonio <!--di rango patrizio di Castiglione[3] --> met ne voe ket keloù eus an eured kuzh-se a-raok dibenn C'hwevrer 1590.
 
Pa glevas Alfonso kement-se e c'houlennas digant an impalaer ma vije anavezet Caterina evel markizez war-lerc'h he zad, met Rodolfo a reas lazhañ e eontr gant un taol [[arkebut]] e Corte Gambaredolo, d'ar 7 a viz Mae 1592, hag a gemeras Castel Goffredo gant e soudarded.
Rodolfo a renas e Castelgoffredo dre ar spont hag a reas oberoù kriz euzhus. Bac'hañ a reas intañvez Alfonso, [[Ippolita Maggi]], hag he merc'h Caterina: ar pab [[Klemañs VIII]] a gasas d'e vetek Settimio Borsari, eskob Casale, hag a reas da varkiz Castiglione fiziout Ippolita ha Caterina en [[Vincenzo Gonzaga]].
 
Ezkumunuget e voe Rodolfo gant ar pab [[Sikstus V]] pa glevas e oa bet muntret Alfonso Gonzaga war urzh e niz, hag en devoa lakaet ober falsvoneiz war anv ar pab.
 
Rodolfo, a veze o chom neuze pe e Castiglione pe e Castel Goffredo a bep eil, ha resev a reas un taol [[arkebut]] ivez d'an 3 a viz Genver 1593, roet gant Michele Volpetti (pe Volpati), mevel gantañ, pa oa o vont d'an oferenn gant e wreg hag e verc'h Cinzia, o tegouezhout en iliz (Chiesa Prepositurale) Sant'Erasmo, e Castel Goffredo, ha mervel a eure kenkent. Skrapet e voe e gorf gant an engroez, kemeret ar palez (Palazzo Gonzaga-Acerbi), ha dalc'het e voe e bried Elena hag he merc'h a-hed an deiz. Kaset e voe korf Rodolfo da g-Castiglione, met a-benn peder sizhun e voe dizouaret dre ma oa ezkumunuget. Mont a eure e vamm Marta Tana da c'houlenn digant ar Pab [[Gregor XV]] bennigañ ar c'horf hag aotreet e voe da zouarañ anezhañ en douar santel e 1600 en Oratorio di San Sebastiano.
Rodolfo n'en devoa bet nemet peder merc'h digant e wreg. Da gaout pardon eus pec'hedoù an tad, war ali an tad jezuist Virgilio Cepari, e savas an teir merc'h Collegio delle Nobili Vergini di Gesù, hag en em dennañ eus ar bed goude gouestlañ chom gwerc'hezed.
 
Elena Aliprandi a addimezas e 1596 e Borgoforte da Claudio Gonzaga ha c'hwec'h bugel o doe, pevar mab ha divverc'h.
Markizelezh Castiglione a zegouezhas gant Francesco, breur yaouank Rodolfo, e 1593, ha Castel Goffredo a voe enteuzet e [[dugelezh Mantova]] e 1600, en eskemm ouzh [[Medole]], hag echu e voe gant skourr "Gonzaga di Castel Goffredo".
 
{{DEFAULTSORT:Gonzaga, Rodolfo}}