Plektrudis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D replaced: t e → t e (6) using AWB
Linenn 1:
[[File:Plectrude.jpg|thumb|upright]]
'''Plektrudis''' (''Plectrude'' e galleg), ganet war-dro 650 ha marvet en 717, a oa ur briñsez [[frank]], deuet da vezañ [[gwreg]] [[Pepin Herstal]], [[maer ar palez]] en [[Aostrazia]].
 
[[Merc'h]] e oa d'ar c'hont [[Hugobert]], senechal Klovis IV, ha [[Irmina Oeren]], konted ha perc'henned vras etre [[Köln]] ha [[Trier]], war lez ar [[Roen]].
 
==Dimeziñ==
War-dro 670/675 e timezas da Pepin Herstal, lesanvet Pepin Dev, ha daou vab o doe:
*[[Drogon Champagn |Drogon]], a voe kont [[Champagn]],
*ha [[Grimoald]] a voe [[maer ar palez]] e [[Neustria]], tad da d-[[Teodoald]].
Linenn 11:
 
Ur [[serc'h]] avat en doa Pepin, [[Alpaida]] hec'h anv, ha daou vab he do ivez:
*Karl, brudet evel [[Karl Martel]],
*Childebrand, kont [[Bourgogn]] ha dug [[Provañs]].
 
Klask a reas lakaat he bugale ha bugale-vihan da vezañ hêred Pepin. Asantiñ a reas Pepin da legadiñ e garg d'o mab-bihan [[Teudoald]].
 
==Marv Pepin==
Pa varvas Pepin Herstal, e miz Kerzu 714 eta, e lammas Plektrudis war ar galloud, hag e lakaas bac'hañ e vab [[bastard]] Karl e [[Köln]], p'edo o klask mont da vaer ar palez en Aostrazia. Ober a reas war-dro ar roue yaouank [[Dagobert III]] hag e viras outañ da emellout ouzh politikerezh. Fellout a rae dezhañ envel Ragenfred da vaer ar palez e Neustria, met hi a lakas envel he [[mab-bihan]] Teodoald en e lec'h. Mervel a reas ar roue yaouank en 715 da 16 vloaz.
 
E 716 e teuas [[Chilperig II]], roue ar Franked, ha [[Ragenfrid]], e vaer ar palez, da aloubiñ [[Aostrazia]]. Kentañ a voe graet gante eo mont d'en em gannañ gant Karl a oa o paouez tec'hel eus e vac'h. Pa voe faezhet gante e trojont war-zu Köln ma oa repuet Plektrudis, ha kemeret e voe kêr ha skrapet an teñzor gante. Anavezet e voe Chilperig evel roue ha Ragenfrid evel maer.