Mina Loy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: z h → z h (10) using AWB
Linenn 1:
[[Image:Mina Loy - 1917.gif|thumb|right|Mina Loy e 1917]]
*''Arabat droukveskañ gant an aktourez [[stadunanat]] [[Myrna Loy]].''
'''Mina Loy''', bet ganet '''Mina Gertrude Lowy''' ([[27 a viz Kerzu]] [[1882]] e [[Londrez]] – [[25 a viz Gwengolo]] [[1966]] en [[Aspen]]) a oa un arzourez, barzhez, skrivagnerez, dazontouriez, aktorez ha skrivagnerez pezhioù-c'hoari saoz goudemodern. Priziet e voe he barzhonegoù gant [[T. S. Eliot]], [[Ezra Pound]], [[William Carlos Williams]], [[Basil Bunting]], [[Gertrude Stein]], [[Francis Picabia]] hag ivez [[Yvor Winters]].
 
==Penn-kentañ he buhez==
Linenn 8:
Loy a zarempredas ar gumuniezeh arzourien a oa tro-dro da [[Gertrude Stein| Gertrude]] ha Leo Stein, ma kejas gant kalz arzouien rakward evel [[Guillaume Apollinaire]], [[Pablo Picasso]] hag [[Henri Rousseau]]. E-pad an tri bloavezh a gasas e Pariz e krogas ivez gant un darempred mignoniezh gant [[Gertrude Stein]] ha [[Djuna Barnes]] hag a badas o buhez-pad.
 
E [[1907]] ez eas Loy ha Haweis da [[Firenze]], ma kasjont o buhez pep hini diouzh e du. Daou vugel a voe ganet memestra : Joella e 1907 ha Giles e [[1909]]. D'ar mare-se e kemeras perzh Loy el luskad [[dazontouriezh|dazontour]] hag e voe karedig [[Filippo Marinetti]]. En [[Italia]] e kejas ivez ouzh divroidi eus [[Manhattan]] evel ar c'hazetenner komunour [[John Reed]] hag ar skrivagner ha buruteller [[Carl Van Vechten]]. E penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ]] e labouras en un ospital-arme.
 
==Barzhonegoù ha labour==
Linenn 16:
 
==Loy hag Arthur Cravan==
[[Image:Mina Loy - Consider Your Grandmother's Stays.jpg|thumb|right|''Consider Your Grandmother's Stays'', tresadenn savet gant Mina Loy e 1916]]
Dipitet e oa Loy gant an tourc'heta a oa e-touez izili an dazontouriezh hag ar fed e tostaent ouzh ar faskouriezh. Aet e oa skuizh ivez gant Stephen Haweis, ha fellout a rae dezhi dispartiañ. Reiñ a reas he bugel d'ur vagerez hag ez eas da New York e [[1916]]. Eno e krogas da c'hoari pezh gant ''The Provincetown Players''. Ur perzh a-bouez he doe ivez er strollad arzourien savet tro-dro d'ar gelaouenn ''Others'', ma oa ivez [[Man Ray]], [[William Carlos Williams]], [[Marcel Duchamp]] ha [[Marianne Moore]]. Er memes koulz e teuas da vezañ ezel eus ar Gristeniezh skiantel. Kejañ a reas ivez ouzh [[Arthur Cravan]], hag a oa tec'het eus [[Europa]] evit chom hep kemer perzh er brezel. Mont a reas Cravan betek [[Mec'hiko]], ma teuas Loy ivez pa voe peurrenket he disparti. Dimeziñ a rejont e [[Kêr-Vec'hiko]] hag eno e kasjont ur vuhez paour. Pa voe gouezet e oa dougerez Loy e tivizjont kuitaat Mec'hiko. Un nebeud mizioù goude e lestras Cravan da vont betek [[Buenos Aires]] war vourzh ul lestr-bale bihan. Ne dizhas biskoazh [[Arc'hantina]]. O merc'h a voe ganet d'ar [[5 a viz Ebrel]] [[1919]].
 
==Distro da Europa ha New York==
Loy a zistroas da Firenze hag ec'h adkavas he bugel kentañ. Divizout a reas distreiñ da New York e [[1920]] peogwir e felle dezhi adkavout Cravan.Adstagañ a reas neuze gant ar skrivañ hag ar c'hoariva. Mignonez e voe da [[Erza Pound]], [[Tristan Tzara]] ha [[Jane Heap]]. E [[1923]] e tistroas da bPariz ma voe sikouret gant [[Peggy Guggenheim]] ha ma krouas ur stal dizagniñ ha sevel togoù-kleuzeur hag oberennoù arzel diazezet war paper troc'het ha bleuñvioù livet. He levr kentañ, ''Lunar Baedecker'' e ditl a voe embannet er memes bloavezh.
 
==Dibenn he buhez==
E [[1936]] e tistroas Loy da New York ma vevas gant he merc'h hag he mignonez e [[Manhattan]]. Dilojañ a reas da v[[Bowery, Manhattan|Bowery]], ma voe dedennet gant ar glaskerien-bara : sevel a reas barzhonegoù ha pegadurioù diwar o fenn. Broadet e voe amerikanez e [[1946]]. Hec'h eil levr, ''Lunar Baedeker & Time Tables '' e ditl, a voe embannet e [[1958]]. Hec'h oberennoù a voe diskouezet e New York e [[1951]] hag er ''Bodley Gallery'' e [[1959]]. E [[1953]] e tilojas da [[Aspen]], [[Colorado]]. Eno edo he div verc'h Joella ha Fabienne o chom c'hoazh. Dimezet e oa Joella gant an arzour ha lizherennour [[Herbert Bayer]]. Kenderc'hel a reas da skrivañ ha da sevel pegadurioù betek he marv da 83 bloaz.
He romant ''Insel'' a voe embannet goude he marv.
 
==Notennoù==