Maria Antonia Branconi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: h a → h a (3) using AWB
Linenn 2:
 
 
'''Maria Antonia Branconi''', ganet ''von Elsener'' (1746-1793), a oa [[serc'h]] d'an dug [[Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig]]. Hennezh a oa dimezet d'ur briñsez saoz, [[Augusta von Hannover]], hag a oa merc'h da zanvez-roue [[Bro-Saoz]]. <br />
Brudet e oa da vezañ ar c'haerañ maouez en Alamagn. Mignonez e oa d'ar skrivagner [[alamanek]] [[Johann Wolfgang von Goethe]].
 
Merc'h e oa da dud eus Alamagn aet da Italia da chom. Savet e voe ganto e Naplez. Da zaouzek vloaz e voe dimezet da Francesco de Pessina Branconi, hag ur verc'h hag ur mab o doe. Mervel a reas he fried en Here 1766), ha hi ugent vloaz. E miz Du 1766 e tegouezhas gant penhêr [[dugelezh Braunschweig]] a oa oc'h ober ur veaj-studi dre Europa goude e eured en 1764. Dont a reas da vezañ serc'h dezhañ ha mont a reas d'e heul da Vraunschweig, ma voe e bried-kleiz. Ur bugel o doe, Karl Anton Ferdinand (1767–1794). Maria Antonia Branconi a veve en he falez e Wilhelmstrasse e Braunschweig, ha perzh a gemere er gevredigezh. En 1774 e voe uhelaet, hag he bugale da-heul, gant an impalaer santel Joseph II, ma teuas da vout "von Branconi".
 
Terriñ a reas he darempred gant Karl pan eas-eñ gant Luise Hertefeld en 1777. Maria Antonia a veajas dre Europa, hag a vevas e Paris e 1787–1791. Ur mab he doe, Jules Adolph Marie, e 1788.