Diforc'hioù etre adstummoù "François Falc'hun"

D
replaced: t a → t a (4) using AWB
D (replaced: t a → t a (4) using AWB)
 
==Skritur==
Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar ''[[skolveurieg]]'' gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo anvet ''[[falc'huneg]]'' gant e enebourien.
*Ne rae ket gant ar ''zh'' na gant ar ''c'h'': ''eur hi zo war an hent'' (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant ''c'h''.
*Skrivañ a rae ''droug, mad, skrived'', e-lec'h ma skriver ''drouk, mat, skrivet'', e [[peurunvan]].
Ar [[Bleun Brug]] hag [[Ar Falz]] a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.
 
Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant embannadurioù [[Brud Nevez]]. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet [[Fañch Broudig]] war e leve.
 
N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.
 
==Orin ar yezh==
 
==Stourmer==
Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e sorc'hennoù diwar-benn ar galianeg.
Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg. Mar deo gwir n'eo ket bet selaouet.
Hiriv bepred ne glever den ebet oc'h implij e arguzennoù ken.
12 657

modifications