Zavier Langleiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Buhez: replaced: z h → z h using AWB
Linenn 3:
==Buhez==
Ganet eo Langleiz e [[Sarzhav]] d’ar [[27 a viz Ebrel]] [[1906]]. Mab da Roje Langleiz ha da Varc’harig Huchet du Germeur eo. Da skol an arzoù-kaer e [[Naoned]] ez eas e-pad daou vloaz pa grogas da labourat gant «[[Unvaniezh ar Seizh Breur|Unvaniez ar Seiz Breur]]» (1924). War un dro e studie [[gwenedeg]] o komz gant tud ar vro. E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e skol an arzoù-kaer ha d'ar [[Sorbonne]] e-pad daou vloaz. E Pariz eo e teskas brezhoneg al levrioù hag e tarempredas gant [[Roparz Hemon]]. Hiviziken a vo anavezet Langleiz a zeuas da vezañ tresour-livour. Rener ar gevredigezh-se e voe betek 1953. Kelenner e voe e skol an arzoù-kaer e Roazhon adalek [[1948]] hag ec'h aozas neuze livadurioù pe boltredoù hag ivez traoù brav-meurbet e pri-poazh. E 1931 e timezas Langleiz gant Annaig Du Chatelier e Kohanno. E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur. Mervel a reas e [[Roazhon]] d'ar [[14 a viz Mezheven]] [[1975]].
 
==Mennozhioù==