Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Buhez: replaced: t m → t m using AWB
Linenn 29:
Er bloavezh 1900 eo e voe ganet Jakez Kerrien e parrez [[Sant-Tegoneg]] (Bro-Leon), er gêriadenn a Bennaneac'h, en ur familh a gouerion baour.
 
Abalamour d'al lezennoù a voe votet war-lerc'h an disparti etre an Iliz hag ar Stad e voe serret skol Sarzhav ma veze stummet an danvez-beleion yaouank ha neuze ez eas Jakez Kerrien da gloerdi tadoù a'r C'Halonoù Sakr Picpus, en Hondarribia, en Euskadi, e 1911, d'an oad a unnek vloaz, a-barzh mont da leandi [[Miranda de Ebro]] e [[Kastilha-Gozh]] e 1916, ma reas anaoudegezh gant [[Jakez Riou]] ha [[Youenn Drezen]]. Eno e studijont meur a yezh evel ar spagnoleg, al latin, ar galleg pe ar saozneg. An tad Wilfrid Müller, hag a oa unan eus beleion veur ar c'hloerdi, a aotreas Jakez Kerrien hag e gavandidi da beurzeskiñ ar brezhoneg. Kement-se a veze graet a-ziwar levrioù a zeoliezh hag ''Emgann Kergidu'' [[Lan Inizan]]. Kuitaat a reas al leandi-se e miz Eost 1919.
 
Anvet e voe Jakez Kerrien da gelenner e Belgia, e 1919-1920. E-kerzh e goñje, graet gantañ e [[Gwened]], e 1920, e reas anaoudegezh gant [[Roparz Hemon]] ha gant hemañ e vo lakaet e darempred gant [[Frañsez Vallée]] ha [[Meven Mordiern]]. War-lerc'h e amzer-soudard ez eas da Roma, e-lec'h ma heulias kentelioù doueoniezh ha prederouriezh, a-barzh bout beleget er bloaz 1926 e Sant-Tegoneg.