Antoine de Rivarol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: o e → o e (10) using AWB
Linenn 3:
'''Antoine Rivaroli''', emanvet '''Rivarol''', ganet d'ar 26 a viz mezheven 1753 en [[Bagnols-sur-Cèze]] en Bro-C'hall ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1801 en [[Berlin]], a oa ur skrivagner gall a-du gant ar roue. Lavarout a rae bezañ « kont Antoine de Rivarol » eus un tiegezh eus noblañs Italia.
 
Brudet eo e skrid '''De l’Universalité de la langue française''', e 1784, hag a weler oc'h aweniñ c'hoazh meur a republikan gall<ref>''Seules la langue et la culture françaises ont accédé à l'universel.'' [[L'Express]], Kerzu 2015. [http://www.lexpress.fr/actualite/politique/les-corses-opteront-ils-pour-le-suicide-en-reclamant-l-independance_1747866.html]</ref> .
 
==E vuhez==
Linenn 10:
En 1776 ez eas da Bariz ma kemeras an anv a '' chevalier de Parcieux'' – e vamm-gozh a-berzh mamm a oa kar d'ar matematikour Antoine de Parcieux en devoa ouzhpennet an ''de''-se d'e anv – ha ''comte de Rivarol'' (fausse noblesse).
 
En 1780 e timezas da Louisa Henrietta Mather-Flint, troourez a orin skosat. Troet he devoa oberennoù gant [[Samuel Johnson]] ha Johnson-se a oa deuet da vout kamarad d'e dud. Antoine Rivarol a zilezas e wreg goude ur pennad, daoust ma oa brazez eus ur mab. Un tamm nec'het e voe Rivarol pa glevas e oa bet roet ur priz d'ur glañvdiourez vadelezhus, gant an [[Academie Francaise]] peogwir e skoazelle ur wreg dilezet, e hini. Antoine was unable to quash the prize but he was able to keep his wife's name out of the report of the award. Dizimezet e voent e 1784.
 
Kinniget e voe da Voltaire ha kenlabourat gant ar Mercure de France. Daremprediñ a reas salonsoù ma c'halle diskouez e spered flemmus ha dastum enebourien a renk uhel, evel [[dug Choiseul]]. Kamarad e oa da [[ Grimod de La Reynière]].
 
Hervez ur flemmskrid dizanv e oa troet gant ar baotred, evel ar chevalier de Champcenetz, hag e vije bet gwelet o paotreta da noz en allée d’Argenson er palais-Royal. Hervez skridoù all en dije dilezet e wreg evit bevañ gant ur vaouez anvet Manette da gentañ, ha goude gant ar briñsez Olgorouska.
 
A-du e oa Rivarol gant ar renad kozh, ha fae a rae war ar republikaned.
E 1792 e kavas gwell tec'hel diouzh Bro-C'hall ha mont da chom da Brussel da gentañ. Kontañ a ra [[François-René de Chateaubriand|Chateaubriand]], en e eñvorennoù, [[Mémoires d'outre-tombe]], e tebras Rivarol gantañ e ti e vreur-kaer e Brusel. Goude-se e voe gwelet Rivarol e [[London]], Hamburg, ha Berlin, ma varvas. Beziet e vije bet e bered Dorotheenstadt.
 
E enebourien e Bro-C'hall e oa Alexis Piron ha [[Nicolas Chamfort]].
 
E vreur Claude François (1762–1848) a oa ivez skrivagner. Skrivañ a reas:
Linenn 69:
 
==Kelaouenn==
Ar sizhunieg gallek ''[[Rivarol]]'', eus an tu dehoù-pellañ, zo bet anvet diwar-lec'h e labour enepdispac'hel.
 
==Notennoù==