Pindaros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Oberoù: replaced: t t → t t using AWB
Linenn 15:
Deuet eo testennoù Pindaros betek ennomp dindan stumm [[papiruz]]où eus an eil kantved kent J.-K. betek an eil kantved goude J.-K., en o mesk kalz tammoù ''[[pean]]où'' ha meur a ''[[epinikion]]'' (henc'hresianeg ἐπίνικοι ''epinikoi''). Dornskridoù eus an {{XIIvet}} hag eus an {{XIIIvet}} kantved hon eus ivez, ar re bouezusañ anezhe o vezañ an ''Ambrosianus'' C222, ar ''Vaticanus Græcus'', al ''Laurentianus'' hag ar ''Parisinus Græcus''. Dont a reont eus un dibab graet en {{IIIe}} kantved hag ''epinikionoù'' n'eus enne ken.
 
Pevar levr ''epinikionoù'' zo bet miret eta. Kanoù trec'h e oa a oa savet en enor da drec'herien ar pevar [[c'hoarioù hollhellenek|c'hoari hollhellenek]], kanet da c'houde gant korioù dañserien war hent an trec'her. En e epinikionoù, e veul Pindaros talvoudegezh hiniennel an atlet kentoc'h evit taolioù sport dreist : e drec'h a ziskouez viktor ar brav hag ar mad war an distervez.
 
== Levrlennadur ==