Joseph Conrad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "250px|thumb|Joseph Conrad e 1904 '''Joseph Conrad''' a oa ur skrivagner saoznek genidik eus Polonia. Sellet a reer outañ evel unan eus..."
 
D →‎top: replaced: d a → d a using AWB
Linenn 6:
Desavet e voe el lodenn eus Polonia a oa en Impalaeriezh Rusia. Mervel a reas e vamm hag e dad pa oa yaouank ha desavet e voe ar paotr gant un eontr dezhañ. Kuitaat a reas ar skol da 17 vloaz da vont da vartolod war ur vag kenwerzh gall. E-pad un nebeud bloavezhioù e voe o vont hag o tont war vor, eus ar Mor Kreizdouar betek Suamerika. Goude se ez eas e bourzh bigi saoz, da vont war-zu Afrika, India ha broioù all c’hoazh, hag evel-se e teskas saozneg hag en em staliañ e Bro-Saoz.
 
War vor e krogas da sevel skridoù e saozneg. D’an oad a 36 vloaz e paouezas gant e vicher moraer, abalamour da gudennoù yec’hed hag abalamour ma felle dezhañ dont da vezañ skrivagner a vicher. An anv saoznek a reas gantañ evit sinañ e levrioù, Joseph Conrad, ne oa nemet ur saoznekadur eus e anv polonek ''Józef Teodor Konrad Korzeniowski''. Awenet e voe gant e veajoù war vor da sevel romantoù evel ''Lord Jim'' ([[1900]]), ''Nostromo'' ([[1904]]) pe ''The Secret Agent'' ([[1907]]), pe c’hoazh ''Heart of Darkness''. Diwar ''Heart of Darkness'' e voe graet ur film, gant [[Francis Ford Coppola]], hag a dremene e [[Vietnam]] er bloavezhioù 1970 avat, pa c’hoarveze an istor orin e trevadennoù Afrika en {{XIXvet kantved}}.
 
E oberenn gentañ e voe ''Almayer’s Folly'', skrivet e 1895, pa oa 38 vloaz. Ouzhpenn ar poloneg, e yezh vamm, hag ar rusianeg, yezh ofisiel e vro orin, e ouie galleg en doa desket war vor. Hag en ur bevare yezh, ar saozneg, e oa bet o skrivañ e levr. Renkañ a reer e oberenn etre lennegezh klasel skrivagnerien evel [[Charles Dickens]] pe [[Fyodor Dostoyevskiy]] ha skolioù lennegel modern an {{XXvet kantved}}.