Fernando Pessoa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: s e → s e (4) using AWB
Linenn 10:
[[Fichier:D. Maria Magdalena Pinheiro Nogueira.jpg|upright|thumb|<center>Maria Magdalena Pinheiro Nogueira, e vamm.</center>]]
 
E miz Gouhere 1893, pa oa pemp bloaz ar paotrig, e varvas e dad, Joaquim de Seabra Pessoa, gant an [[droug-skevent]]. C'hwec'h miz goude, e miz Genver, e varvas e vreurig Jorge, da ur bloaz. E vamm, Maria Madalena Pinheiro Nogueira, ac'h addimezas e miz Kerzu 1895. E deroù 1896, ez eas gant e vamm da chom da gêr [[Durban]], kêrbenn [[trevadenn Natal]], a oa d'ar Saozon, ma oa bet anvet e leztad João Miguel dos Santos Rosa, ofiser en arme, da gonsul Portugal. Fernando Pessoa a voe skoliet da gentañ e skol Sant Joseph, renet gant leanezed gall hag iwerzhonat. Alese ez eas d'an [[Durban High School]] e miz Ebrel 1899, ma teuas da vout saozneger mat ha ma teuas da vout douget d'al lennegezh saoznek. E miz Du 1903 e voe un arnodenn aozet gant ''skol-veur ar [[Goanag Mat]]'' (hiziv [[University of Cape Town]]), ma voe roet dezhañ ar priz nevez-aozet [[Queen Victoria]] Memorial Prize gant e arnodenn saoznek. En ur brientiñ mont d'ar skol-veur e heulias kentelioù-noz e skol kenwerzh Durban e-pad bloaz. D'ar c'houlz-se eo e krogas da skrivañ istorioù e saozneg, darn a sine gant an anv David Merrick, met n'echuas ket ar pep brasañ. <ref name = "Zenith, Richard 2008">Zenith, Richard (2008), ''Fotobiografias Século XX: Fernando Pessoa'', Lisboa: Círculo de Leitores.</ref>
 
 
===Enbroet e Lisboa, harluet anezhañ e-unan (1905-1911) ===
[[Image:Papel timbrado da Empresa Ibis 1.jpg|thumb|left|<center>N'eo ket brav bout yaouank dindan an diktatouriezh Ar re binvidikañ a ya da [[Bariz]]. Fernando Pessoa a glaskas embann e oberennoù e-unan.</center>]]
 
En [[1905]], pa oa seitek vloaz, e laoskas e vamm e [[Durban]],da vont da [[Lisboa]], da studiañ an diplomatiezh en ur skol-uhel hag a deuas da vout en 1911, [[:pt:Faculdade de Letras da Universidade de Lisboa|skol-veur al lizhiri]]. Bevañ a rae gant div voereb hag e vamm-gozh a-berzh tad, a droe da follez bep an amzer, Dionísia Perestrelo de Seabra. Bresk e oa e yec'hed
 
Mervel a reas Pessoa diwar ar boeson d'an [[30 a viz Du]] [[1935]] e [[Lisbon]], peuzdianav. Al lodenn vrasañ eus e oberenn ne voe embannet nemet meur a zekvloaz goude e varv (adalek ar bloavezhioù 1980 betek 2000). Meulet bras e voe gant Octavio Paz, Roman Jakobson hag an Italian Antonio Tabucchi, ha hiziv e vez gwelet evel unan eus brasañ skrivagnerion ha prederourion an XXvet kantvet, evel Rilke, Joyce pe [[Kafka]].