An Hobbit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: a k → a k using AWB
Linenn 3:
'''''An Hobbit, pe eno ha distro''''' (e saozneg : ''The Hobbit, or There and Back Again'') zo ul levr [[saozneg|saoznek]] bet skrivet gant [[J.R.R. Tolkien]] hag embannet e [[1937]] gant George Allen & Urwin. Troet eo bet e brezhoneg gant [[Alan Dipode]] e [[2001]].
 
An istor-se a grog e "Foñs-ar sac’h". Ur gêriadenn vihan ha sioul eo, poblet gant ur spesad tud vihan anvet an Hobbited. An istor a grog pa zeu ar sorser bras Gandalf ar gris da gejañ ouzh un hobbit anvet [[Bilbo Sac’heg]]. Ezhomm en deus Gandalf eus sikour Bilbo evit adkavout un teñzor bet laeret digant pobl Korred ar menez Erebor gant an aerouant bras "Smaug an hollgaer". Ar strollad, ennañ an trizek korr "Thorin, Balin, Dwalin, Fíli, Kíli, Dori, Nori, Ori, Óin, Glóin, Bifur, Bofur ha Bombur", Gandalf ha Bilbo a dreuz ar c’hoadeier-du, ha kamp gobilined ar menez. Dañjerus-tre eo ar veaj. Ar gorred n’int ket re mignon da Vilbo er penn kentañ. Ne gredont ket e c’hellfe Bilbo bezañ ur gwir sikour. Met tamm-ha-tamm e teuont da vezañ ur gwir skipailh kenskoazellerien. E kreiz ar veaj, e kav Bilbo ur walenn iskis laeret digant un hobbit anvet Smeagol. Smeagol a oa gwechall un hobbit evel Biblbo, met abalamour d’ar walenn eo deuet da vezañ un euzhvil. Gant ar walenn-se e c'heller dont da vezañ diwelus. Erruet e menez Erebor, ar skipailh a zihun an aerouant Smaug, hag ur gwareger anvet Bard a lazh Smaug. Ur brezel bras a grog etre meuriadoù korred, elfed, ha m den (?), ha meuriadoù Gobelined a fell dezho piaouañ teñzor Smaug ….
 
Berzh bras en deus graet al levr-se, ken e oa bet goulennet un heuliad digant Tolkien gant e embannerien, un heuliad hag a zeuas da vezañ ''The Lord of the Rings'' ("[[Aotrou ar Gwalennoù]]").