Heinrich Seuse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù & kempennig
D →‎top: replaced: h S → h S (2) using AWB
Linenn 1:
'''Heinrich Seuse''', anvet ivez '''Heinrich Suso''' pe '''Amandus''' (en e skridoù) oa un dominikan alaman, teologour kevrinek. Un diskibl da [[Mestr Eckart|Vestr Eckart]] eo bet.
 
Ganet e vije bet d'an 21 a viz Meurzh 1295 en [[Überlinken]] war aod [[Lenn Konstanz]] pe e-kichen [[Konstanz]]. Aet eo da Anaon e [[Ulm]] d'ar [[25 a viz Genver]] [[1366]]. Bet eo lakaet war roll an dud wenvidik e [[1831]].
Linenn 13:
E levr ''Das Büchlein der ewigen Weisheit ''(Levrig ar Furnez peurbadel) bet skrivet war-dro 1328 a zegasas trubuilh dezhañ ivez
 
Ne ouzer ket mat petra a reas goude. Soñjal a reer eo bet priol kouent Konstanz etre 1330 ha 1334 pe war-dro 1340. Anavezet eo evit bezañ bet un toullad diskibled; paotred ha merc'hed, re zo liammet eus luskad "Mignoned Doue". Kreñv eo bet e levezon e kumuniezhioù relijiel merc'hed, dreist-holl e kouent dominikan Katharinental en [[Kanton Aargau|Aargau]], brudet evit bezañ ul lec'h a gevrinegezh er XIIvet ha XIVvet kantved. E-kerzh e veajoù e skoulmas darempred gant [[Elsbeth Stagel]], priolez kouent dominikanezed Töss, e "verc'h speredel". Troet he deus darn eus e skridoù latin e germaneg. Dastumet ha miret he deus e lizhiri.
 
Harlued e voe gant kumuniezh dominikan Konstanz etre 1339 ha 1346 (prantad an dizemglev bras etre ar Pab [[Yann XXII]] hag an Impalaer).