Africa (proviñs roman) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
Ar vro a oa dindan proviñs ''Africa'' a oa kemeret gant ar [[Henroma|Romaned]] digant [[Kartada]]. Keodedoù bras all a oa er vro evel ''[[Hadrumetum]]'' ([[Sousa]], e [[Tunizia]] hiziv), kêr-benn ''Africa byzacena'', [[Hippo Regius]] ([[Annaba (kêr)|Annaba]], en [[Aljeria]]). Savet e oa ar broviñs gant [[Republik Roma]] e 146 kent J.-K., goude [[Trede brezel Kartada]]. Roma a savas e drevadenn gentañ en Afrika, ''Africa Proconsularis'' pe ''Africa Vetus'' (Afrika gozh), gouarnet gant ur [[prokonsul]], e lodenn strujusañ eus ar pezh a oa tiriad Kartada gwezhall. [[Utica, Tunizia|Utica]] e oa kêr-benn e velestradurezh. An dachenn a chome a oa lezet da roue [[Numidia]] [[Masinisa]], ur roue a oa gwaz da Roma. D'ar mare-se, politikerezh Roma en ''Africa'' a oa miret hepken na ziwanfe ur galloud bras all nepell eus [[Sikilia]]. E 118 kent J.-K. e klaskas ar priñs numidian [[Jugurtha]] unaniñ ar rouantelezhioù bihanoc'h. Koulskoude pa varvas e tremenas ar pep brasañ eus ar vro a zalc'he d'ur roue all eus [[Maoritania (henamzer)|Maoritania]], [[Bocchus]], ur gwaz da Roma. D'ar mare-se dija e oa romanekaet ar vro. E 27 kent J.-K. e oa savet an [[Impalaeriezh roman]], hag ''Africa'' a chomas dindan dalc'herezh ar Romaned.
Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant [[Augustus]] ha diwezhatoc'h gant [[Caligula]], met [[Glaoda Iañ|Claudius]] an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel [[Diocletianus]] e oa rannet en ''Africa Zeugitana'' (anvet ivez ''Africa Proconsularis'', rak gouarnet e oa gant ur [[prokonsul]]) en norzh hag ''[[Africa Byzacena]]'' er su, hag o-daou a oa lodennoù eus ''[[Eskopti Africa|Dioecesis Africae]]''. Chom a reas ar vro dindan an [[Impalaeriezh roman]] betek [[aloubadegoù barbar|aloubadegoù germanat]] bras ar V{{vet}} kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar [[Vandaled]] a zeue eus ''[[Hispania Baetica|Hispania]]'' e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he [[Sikilia]], [[Korsika]], [[Sardinia]] hag an [[Inizi Balearez]]. Atahinet e veze ar [[Katoligiezh|Gatoliked]], rak ar Vandaled a oa [[arianegezh|Arianed]].<!--E 476, when the [[Roman Empire]], had finally [[Decline of the Roman Empire|fallen]], it became a remanent of the [[Western Roman Empire|Empire]].--> War-dro fin ar V{{vet}} kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus an
[[Restr:As-Hadrian-Africa-RIC 0841,As.jpg|thumb|350px|right|pezh moneiz eus Roma a lid '''proviñs Africa''', skoet e 136 dindan ren [[Hadrian]]. Enkorfadur Afrika zo diskouezet gant un gabell
E 533, an impalaer [[Justinian]], tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral [[Belisarius]] da gemer ''Africa'' en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas
== Roll (diglok) eus prokonsuled ''Africa'' e deroù an Impalaeriezh roman ==
|