Ginevra d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: m P → m P (3) using AWB
Linenn 5:
Merc'h e oa da [[Niccolò III d'Este]], markiz [[Ferrara]], ha d'e eil pried [[Parisina Malatesta]]. Ur c'hoar c'hevell he doa, [[Lucia d'Este|Lucia]], marvet e 1437.
 
Tamallet e voe he mamm Parisina da zoganiñ he fried gant he breur-kaer [[Ugo d'Este]], fratellastro di Ginevra. Kondaoenet e voe an daou bichon d'ar marv gant an dogan, pa ne oa Ginevra nemet seizh vloaz c'hoazh. Addimeziñ a eure Niccolò pemp bloaz goude da [[Ricciarda di Saluzzo]]. Eus an dimeziñ-se e voe ganet daou baotr, breudeurt da Ginevra : [[Ercole I d'Este|Ercole]] ha [[Sigismondo d'Este|Sigismondo]].
 
E 1434 e timezas d'ar brezelour [[Sigismondo Malatesta]]. E Rimini e voe an eured<ref>[http://www.condottieridiventura.it/condottieri/m/0922%20%20%20%20%20%20CARLO%20MALATESTA%20%20Di%20Venezia.htm Condottieri di ventura]</ref>. Hennezh a oa aotrou kêr [[Rimini]], ha div wech c'hoazh e timezas.
 
E 1440 e varvas Ginevra. Daou vloaz goude ec'h addimezas he fried da [[Polissena Sforza]], merc'h d'an danvez-dug [[Milano]], [[Francesco Sforza]]. Ginevra, ha diwezhatoc'h ivez Polissena, a voe beziet e mozoleon [[Tempio Malatestiano]]<ref>[http://arengario.net/momenti/momenti45.html Agostino di Duccio a Rimini]</ref>.