C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: d w → d w (16), , → , using AWB
Linenn 5:
Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet [[mitnagdegezh]], e [[Lituania]] dreist-holl hag e [[Vilnius]] (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ mat chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasedigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.
 
Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).
 
Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdegezh).
 
 
Linenn 14:
Krouet e voe an emsav gant ar Rav Israel ben Eliezer ([[1700]]-[[1760]]), anvet ar Ba'al Shem Tov pe ar « Besht ». Un enebadenn e voe ouzh ar yuzeviezh re "lennek" e vare.
 
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
 
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Rester Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o dao an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag dud simpl.
Linenn 20:
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
 
Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an [[Torah]] (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.
 
Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue , un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a [[Bratslav|Vratslav]] en Ukraina, aet da Anaon e [[1810]] n'en deus skrivet netra kennebeut.
 
War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.
Linenn 29:
 
Ne blijas ket ar sell nevez d'ar re a oa an aotroniezh relijiel ganto,
ar re a gemero an anv a [[''mitnagded|vitnagded'']] ( mitnagdim : an eneberien) diwezhatoc'h dindan renerezh ar rabin brudet [[Elyahou Kramer]], Gaon Vilna. Aon o doa gwelout ar c'hasided o vont war-du an disivoud, war-du doareoù goursavet ha mesianek.
 
Un toullad ''admored'', evel an trede admor [[Loubavitch]] (an Tséma'h Tsédéq) a anzavas levezon yael an enebiezhoù evit mirout ar c'hasidegourein da vont re bell ganti, en o emzalc'h e-keñver al lezenn peurgetket.
Linenn 41:
Meur a rann a gaver er c'hasidegezh. An emsav [[Loubavitch]] a zo unan eus ar re vrudetañ. N'int ket skourroù teologel met strolladoù relijiel savet en-dro d'ur rabin karismatek istorel. An aozadurioù c'hasidek a-vremañ a zo bet krouet e fin an XVIIIvet kantved pe e-kerzh an XIXvet.
 
Anvet e vez ar rabin a zo e penn pep rann ''admor'' (Adoneinou, Moreinou Verabbeinou : « hon Aotrou, Mestr ha Rabin ») pe rebbe (kelenner). Diharz eo e c'halloud, ne rent kont nemet da Zoue. Fealded e a-duerien a vez dibleg peurliesañ. Ken dibleg ken ez eus emgannoù taer etre rannoù a-wechoù.
 
Remziadoù a zo eus an ''admored''(admorim). Pep''admor'' a anv e warlerc'hiad, unan eus e vibien peurliesañ pe un ezel all eus e diegezh.
 
E-touez ar vitnagded, er c'hontrol, emañ ar galloud relijiel gant renerien ar brasañ lec'hioù studi (yechivot). Anvet e vez ar vitnagded "[[lituaniz]]" peogwir e oa o brasañ skolioù er vro-se a-raok an eil brezel bed.
Linenn 52:
 
*Re [[Loubavitch]], oberiant-kaer en holl kumuniezhioù yuzev; gouezet o deus kreskiñ o levezon.
*Re [[Gour|C'hour]] (pe Ger), o deus kemeret perzh e krouidigezh ar strollad Agoudat Israel e [[1912]] e [[Polonia]]. Miret o deus ul levezon bras ennañ.
*Re Satmar, anavezet evit o enebiezh garv e-keñver ar [[sionouriezh]] a zo evito ur pec'hed spontus.
*Re [[Bobov|Vobor]].
*Re Amchinov .
Linenn 59:
*Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.
 
Etre [[1880]] ha [[1930]] e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]) zoken. Tec'hout a raen dirak an [[enepyuzevegezh]] ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad a zeas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.
 
Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar [[Bolcheviked|Volcheviked]], dizalc'hidigezh [[Polonia]], [[Hungaria]],[[Tchekoslovakia]]...) hag emled an enepyuzevegezh (e [[Polonia]], en [[Alamagn]]...). Klask a reas an dec'hidi repu er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] dreist-holl.
 
Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar [[Shoah]] hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.
Linenn 75:
* en em zispartiañ diouzh peurrest ar gevredigezh (o skolioù, o stalioù o deus) betek kaout karterioù ispisial serret a-wechoù da vare ar sabad ha gwiskamantoù dezho ;
* ur relijiusted kreñv spontus. En Israel e vez arc'hantaouet ar yechivot (lec'hioù studi) gant ar Stad. A-drugarez da se e c'hell un darn vras a C'hasided (paotred nemetken) studiañ an Talmud a-hed o buhez hep kaout ul labour gopret. N'eo ket heñvel e lec'h all;
* un darempred dibar gant ar [[sionouriezh]] o vont eus un enebiezh start (niver bihan-tre) betek ur sell pozitivel (bihan-niver) o tremen dre un neptuegezh abegus (brasañ niver). Un c'hoarvoud ispisial e bed politikel Israel.
 
Boutin eo an tri ferzh-se d'an holl c'hareded.
Linenn 86:
 
 
Evel kazi holl ar C'hreded o deus disfiz ouzh ar vodernegezh ideologel kenkoulz ha teknel.
 
Evito e laka an demokratelezh divizoù an dud a-us da re Zoue. Magañ a reont en he c'heñver pe enebiezh pe diseblanted.