Diforc'hioù etre adstummoù "Maria Anna von der Pfalz-Neuburg"

D
replaced: s e → s e (3) using AWB
D (replaced: s e → s e (3) using AWB)
 
Daouzekvet bugel an Dilenner [[Philipp Wilhelm von der Pfalz]] e oa. He mamm e oa [[Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt]]. Savet e voe gant he c'hoarezed e kastell Neuburg en Alamagn. Koant e oa, hogen rok ivez.
 
En 1689, pa varvas pried kentañ ar roue [[Carlos II]], Marie Louise d'Orléans, e rankas e vinistred hastañ kavout ur wreg nevez dezhañ. Dibabet e voe Maria Anna von der Pfalz-Neuburg e-touez meur a hini all dre an abeg ma oa frouezhus maouezed he ziegezh: 17 bugel he doa bet he mamm. Ouzh penn e oa c'hoar da [[Eleonore Magdalene von der Pfalz]], pried an Impalaer santel [[Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel|Leopold Iañ]], ha mat e kaved kreñvaat al liammoù gant skourr aostrian an [[Tiegezh Habsburg]].
 
 
Mervel a reas he fried d'ar [[1añ a viz Du]] 1700 e [[Madrid]]. Goulennet en doa en e destamant ma vije roet ul leve dereat d'e wreg bep bloaz, ha ma vije doujañs outi a-berzh ar roue nevez. Daoust da se e c'hourc'hemennas [[Felipe V ]] da Maria Anna kuitaat Madrid a-raok ma lakfe-eñ troad er gêr-benn.
 
Kuitaat Madrid a rankas Maria Anna ober, ha mont da chom da gêr [[Toledo]], ma vevas en [[Alcazar Toledo|Alcazar]] kozh er baourentez. Meur a lizher a skrivas d'he ziegezh, en Alamagn, da c'houlenn skoazell.
 
 
E deroù 1701 e skrivas he breur [[Johann Wilhelm von der Pfalz]], Dilenner Pfalz, d'an Impalaerez Eleonore da c'houlenn diganti skoazellañ o c'hoar. Daoust da se e chomas en Alcazar ma voe diaes he stad.
 
E fin ar bloaz [[1704]] e skrivas d'he mamm da glemm ne veze ket roet he leve dezhi, pe an drederenn hepken, ma n'halle ket goprañ servijerien, na prenañ boued zoken, hag he devoa aon da vout dilezet gant an holl.
12 681

modification