Bill Deraime : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: e L → e L (3) using AWB
Linenn 1:
'''Bill Deraime''', bet ganet '''Alain Deraime''' d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1947]] e [[Senlis (Oise)|Senlis]] ([[Oise (departamant)|Oise]], [[Bro-C'hall]]), a zo ur c'haner ha soner [[blues]] gall.
 
Boulc'het gantañ studi war ar [[mezegiezh|vezegiezh]] (hag al leuñvouriezh da-heul) e tilezas an diskiblezhioù-se buan a-walc'h da vont war-du ar sonerezh stadunanat a oa ran-kaer gantañ. Arru e [[Pariz]] e [[1968]] e tarempredas metoù an [[Hippie]]d eno hag ezel e voe eus un nebeud lazioù-seniñ (Backdoor Jug Band, Bill et Flo Blues Tandem, Cargo) kent embann e albom studio kentañ e [[1979]], ''Bill Deraime'' an titl anezhañ. Gant an eil e [[1980]] — ''[[Plus la peine de frimer]]'' — e teuas un tamm brud dezhañ, a-drugarez d'ar ganaouenn ''[[Faut que j'me tire ailleurs]]'' ([https://www.youtube.com/watch?v=4fqrLqUrKrs ''Faut que j'me tire ailleurs''.]) peurgetket. E [[1981]] e voe embannet e drivet albom — ''[[Qu'est-ce que tu vas faire ?]]'' — ma reas berzh bras ''[[Babylone tu déconnes]]'' ([https://www.youtube.com/watch?v=2OiSPCBnhko ''Babylone tu déconnes''.]), an eil titl anezhañ. Re abred ha re vuan en devoa skoet ar brud ouzh dor '''Bill Deraime''' siwazh dezhañ ha ne voe na klevet na gwelet ken alies hag a-raok ken. Koulskoude, kendelc'her a reas da sevel pladennoù<ref>{{en}} [https://www.discogs.com/fr/artist/647077-Bill-Deraime Listenn an holl bladennoù embannet gant Bill Deraime, war al lec'hienn Discogs.]</ref>, er-maez eus ar [[Chobiz]] na oa an arzour gwall droet gantañ.
 
==Liammoù diavaez==
*{{fr}} [http://www.billderaime.com/bio.php Lec'hienn ofisiel an arzour.]
* [https://www.youtube.com/watch?v=kbfvEqZu6FI Bill Deraime o kanañ ''Assis sur le bord de la route'' (doare gallek ''(Sittin' On) The Dock of the Bay'' gant Steve Cropper hag Otis Redding).]
 
==Notennoù ha daveennoù==