Diforc'hioù etre adstummoù "Elfenn gimiek"

D
→‎top : replaced: , → , using AWB
D (→‎top : replaced: , → , using AWB)
 
Graet e vez '''elfenn gimiek''' (pe simploc'h c'hoazh '''elfenn''') eus teskad an [[Atom|atomoù]] a zo dezho un niver roet a [[proton|brotonoù]] en o [[nukleüs (an atomoù)|nukleüs]]. An niver-se a vez graet anezhañ [[niver atomek]] an elfenn. Evel se eo 6 niver atomek ar [[karbon|c'harbon]], hag atomoù karbon eo an holl atomoù a zo 6 proton dezho. Evel se ivez ez eus 92 proton d'an holl atomoù [[uraniom]]. Evit gwir eo an niver a brotonoù, pe hini an elektronoù kentoc'h, a ro o ferzhioù kimiek d'an atomoù.
 
[[Taolenn beriodek an elfennoù]] eo an doare boasañ hag aesañ da ginnig an elfennoù kimiek a bep seurt. Graet e vez [[izotop|izotopoù]] eus an atomoù a zo dezho ar memes niver a brotonoù met un niver disheñvel a [[neutron|neutronoù]]. [[Nukleon|Nukleonoù]], partikulennoù an nukleüs, a vez graet en un doare hollek eus ar protonoù hag an neutronoù. Graet e vez ''niver mas'' eus an niver hollek a nukleonoù a zo en nukleüs. Pa vez pledet gant un izotop e vez anvet ''anv an elfenn''-''niver mas''. Da skouer eo ar [[karbon-14|c'harbon-14]] izotop ar c'harbon, dezhañ an niver mas 14. Gant ar pep brasañ eus an elfennoù ez eus un izotop kalz stankoc'h eget ar re all en natur. Evel se e vez kavet 98,9% eus ar c'harbon dindan stumm an izotop 12 , 1,1% dindan stumm an izotop 13, ha n'eus nemet roudoù eus ar c'harbon-14.
 
Dre veur a zoare e c'hell elfenoù kimiek (an atomoù) kombinañ. Dindan ur stumm pur e c'hellont bezañ atomoù en o unan, [[molekulenn|molekulennoù]] dezho meur a [[atom]] eus ar memes elfenn, soludoù kristalek pe amorfek. Dindan stumm kompozadoù molekulel e vez strollet an atomoù e-barzh molekulennoù gant un niver hag un aozadur resis eus atomoù eus meur a elfenn. Gallout a ra ivez an atomoù bezañ kediet dindan stumm [[kompozad kimiek|kompozadoù kimiek]] n'int ket aozet ken resis, e-giz [[kendeuzad|kendeuzadoù]] metalek.
12 664

modifications