Alfred Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Delwenn Alfred Veur e Winchester '''Alfred Veur''' (''Ælfrēd'' en hensaozneg, ''Alfred'' e saozneg bremañ), ga..."
 
D →‎top: replaced: f W → f W using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Statue d'Alfred le Grand à Winchester.jpg|thumb|Delwenn Alfred Veur e Winchester]]
'''Alfred Veur''' (''Ælfrēd'' en hensaozneg, ''Alfred'' e saozneg bremañ), ganet war-dro 849 ha marvet d'ar {{deiziad|26|Here|899}}, a voe [[Roll rouaned Wessex|roue Wessex]] etre 871 ha 899, ha [[Roll rouaned Bro-Saoz (871-1603)|roue an holl Angled-ha-Saozon]] adalek 878, ha pa ne vefe ket deuet a-benn da ren war Bro-Saoz a-bezh. Pevare mab ar roue [[Æthelwulf Wessex|Æthelwulf]] e oa, ha pignat a reas war tron Wessex goude e vreur [[Æthelred Wessex|Æthelred]] e [[871]].
 
Brudet eo ar roue Alfred dre ma tifennas e rouantelezh diouzh an [[Vikinged|Daned]] annezet en [[Danelaw]] ha diwar-se e voe lesanvet ''Alfred "Veur"''. Trec'h e voe war ar Vikinged e 878 en [[Emgann Ethandun]] ha sinañ a reas un emglev ganto evit rannañ Bro-Saoz etre an div gostezenn. Gouzout a reer un nebeud traoù diwar-benn e vuhez dre skridoù ur manac'h kembreat anvet [[Asser]]. Gant Alfred e voe gwellaet an deskadurezh hag ar justis en e rouantelezh.