Aktor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: k e → k e (3) using AWB
Linenn 1:
*Evit ar vicher a ''aktor'', gwelout [[aktour]].
 
'''Aktor''' (Ἄκτωρ e [[gregach]], "rener", diwar ar verb άγωa) zo un anv a gaver stank e mojennoù [[Hellaz kozh]]:
 
* '''[[Aktor (roue Fthia)]]''', a vije bet [[mab]] d'ar roue [[Myrmidon Fthia]] ha [[Peisidike]], merc'h da [[Aiolos]]. Lazhet e voe gant [[Herakles]]. Hervez lod e varvas divugel, hervez re all e oa tad da [[Eurityon]], a voe roue war e lerc'h.
* '''[[Aktor (mab Deion)]]''', a oa mab da [[Deion]] ha [[Diomede (merc'h Ksouthos)|Diomede]], merc'h da [[Ksouthos]]. Dimeziñ a reas da [[Aigina (nimfenn)|Aigina]], an [[nimfenn]] [[merc'h]] d'ar [[roue-stêr]] [[Asopos]]. Kalz a vugale o doe, en o zouez [[Menoitios]], a verdeas gant an [[Argonaoted]], hag a oa [[tad]] pe [[tad-kozh]] [[Patrokles]], [[kenderv]] ha mignon da [[Ac'hilleüs]].
* '''[[Aktor (mab Azeüs)]]''', a oa roue [[Minianed]] [[Orc'homenos]]. E verc'h [[Astyoc'he]] a gemeras kraoñ digant an doue [[Ares]], m'he devoe daou vab [[gevell]] digantañ, [[Askalafos]] hag [[Ialmenos]], a gasas ar Vinianed da vrezeliñ da [[Troia|Droia]].
* '''[[Aktor (mab Forbas)]]''', roue [[Elis]], a zimezas da v-[[Molione]], hag a voe tad ar c'hevelled anvet [[Molionided]] ([[Kteatos]] hag [[Eurytos]]). Sevel a reas kêr [[Hyrmina]], anvet diwar-lerc'h anv e vamm.
* '''Aktor (mab Hippasos)''', unan ag an [[Argonaoted]].
* Aktor, tad [[Sthenelos]]. Sthenelos a yeas da-heul [[Herakles]] pan eas da vrezeliañ ouzh an [[Amazonezed]] hag a voe lazhet gante.