Powell Peralta : diforc'h etre ar stummoù

D
replaced: e P → e P (4) using AWB
D (Bot: Migrating 4 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3088626)
D (replaced: e P → e P (4) using AWB)
 
== Istor ==
Goude e studioù ijinour e [[Stanford University]] e krogas [[George Powell]] da sevel e blankennoù-ruilh e [[1957]]. E [[1974]], e c’houlennas e vab digantañ kaout ur plankenn-ruilh. Klemm a reas ar mab pa verzas ne oa ket rodoù [[uretan]] ha neuze ec’h adstagas George Powell gant ar sevel plankennoù-ruilh. Implijout a reas danvezioù nevez evel an [[aluminiom]] hag ar [[gwienn wer|wienn wer]]. E-touez an dud a arnodenne e blankennoù-ruilh e oa [[Stacy Peralta]].
Pa guitaas Powell [[Los Angeles]] ez eas d’en em staliañ e [[Santa Barbara]] ([[California]]), hag e kendalc’has da sevel plankennoù-ruilh. E [[1976]] e savas ar plankenn anvet ''Quicksilver ProSlalom'', ha goude-se ar plankenn ''Quicktail''. Kregiñ a reas ivez da sevel rodoù, anvet e voent '''Bones''' (eskern), dre ma oant gwenn. Er memes bloavezh e voe skarzhet eus e labour, neuze e ouestlas holl e amzer d’ar sevel plankennoù-ruilh.
E [[1978]] en em vodas gant [[Stacy Peralta]]. Brudet e oa Peralta e bed ar plankennoù-ruilh, hag e karg e voe eus ar bruderezh hag eus merañ ar skipailh. E [[1979]] e kroujont ur skipailh skaterien anvet [[Bones Brigade]]. Diorroet e voe an embregerezh en un doare dibar, al logo dibabet a voe ur c’horf-eskern. Brudet e voe ivez a-drugarez d’ar rummad videoioù ''Bones Brigade'' (« Public Domain », « Propaganda »,...), hag a voe ul levezon evit ur bern skaterien d’ar mare-se.
Er bloavezhioù 1980 e voe sikouret ur bern skaterien gant an embregerezh : [[Tony Hawk]], [[Franky Hill]], [[Steve Caballero]], [[Steve Saiz]] ha [[Colin McKay]] da skouer. E dibenn ar bloavezhioù-se e voe krouet embregerezhioù plankennoù-ruilh nevez. Ur bern skaterien a guitaas Powell Peralta d’ar mare-se, pe evit mont gant un embregerezh all, pe evit krouiñ o embregerezh dezho. E dibenn [[1991]] ez eas kuit [[Stacy Peralta]].
An embregerezh a zeuas da vezañ ''Powell Corporation''. Daoust d’an diaesterioù argant a zo bet e kendalc’h c’hoazh an embregerezh da vont hiziv an deiz. E [[2005]] en em strollas en-dro Powell ha Peralta, ha lakaat a rejont adembann ar plankennoù-ruilh brudetañ bet ijinet ganto.
==Liammoù diavaez ==
*[http://powell-peralta.com/ Lec’hienn ofisiel Powell Peralta]
*[http://www.powellclassic.com/history/museum/index.html Lec’hienn « Powell Peralta ASR 2005 Museum »]
*[http://www.retroskatestickers.com/gal/pow.html Lec’hienn Powell Peralta Sticker Archive ]
 
[[Rummad:Embregerezhioù]]