Bianca Maria Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Lennadurezh: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|it}} using AWB (10902)
D replaced: a d → a d (12), , → , (2) using AWB
Linenn 6:
 
== He buhez ==
Ganet e oa Bianca Maria Visconti e-kichen [[Settimo Pavese]], d'an 31 a viz Meurzh 1425. Merc'h bastardez e oa da Filippo Maria Visconti, dug Milano, diwezhañ Visconti a renas e Milano, ha da Agnese del Maino (Agnès du Maine gant ar C'hallaoued), an hini nemeti a voe karet biskoazh gant an den abaf ma oa Filippo.
Agnese a oa merc'h da Ambrogio del Maino, un den uhel a gêr Milano. Dimezell e oa Agnes gant gwreg Filippo, [[Beatrice di Tenda]]. Ur verc'h all o doe, Caterina Maria pe Lucia Maria, ganet e Settimo ivez, e 1426, met mervel a reas prestik goude bout ganet.
 
D'he c'hwec'h miz e voe kaset Bianca Maria hag he mamm d'ur c'hastell a oa en Abbiate, ma oa bet kempennet ul lec'h eus ar bravaén dezho da chom. Alies e teue an dug da Abbiategrasso, ha souezhet e veze gant temz-spered Bianca Maria .
 
En Abbiategrasso e tremenas bugaleaj ha krennoad Bianca Maria hag eno e voe skoliet mat. Levrioù e-leizh a oa: an oberennoù latin klasel, romantoù e provaénseg ha galleg, levrioù skiant, kenkoulz evel skridoù en italianeg ar bobl , gant skrivagnerien toskanek dreist-holl. Evel he zad e kare ar c'hezeg ha chaseal war varc'h.
 
== Eured ==
[[Restr:Francesco_Sforza.jpg|thumb|right|220px|He gwaz, [[Francesco Sforza]].]]
 
E 1430, pa oa 6 vloaz, e voe kefrisa da [[Francesco Sforza]], [[condottiero]] eus an Tiegezh Sforza, a oa 24 bloaz koshoc'h eviti. Er bloavezh -se e oa echu d'ar c'h-condotta (kontrad) etre Milano hag eñ, hag ar gefrisa a oa un doare da zerc'hel ar jeneral stag ouzh Milano. Lavaret ez eus bet ivez e oa bet kendrec'het Sforza gant ar promesa da vezañ anvet hêr an dug. Asantién a reas ivez moarvat abalamour d'an trederannerezh pinvidik, gant douaroù en-dro da g-[[Cremona]], Castellazzo ha Bosco Frugarolo.
Sinet e voe ar c'hontrad-eured d'an [[23 a viz C'hwevrer]] 1432 e kastell
Porta Giovia, annez ar re Visconti e Milano. Eno e oa [[paeron]] Bianca Maria, Andrea Visconti, jeneral Urzh an Humiliates. N'oar ket sur e oa deuet na Bianca Maria nag he mamm: hervez skridoù kozh ne voe gweladennet kêr ganti nemet pa voe en oad da zimeziñ. Er bloavezhioù war-lerc'h e klaskas Filippo Maria terriñ an dimeziñ gant Sforza dre ziv wech : e 1434, pa oa aet an danvez-pried a-du gant ar pab [[Eujen IV]] ha pa voe kaset da vrezeliñ ouzh Milano, e voe skoulmet darempred gant Carlo Gonzaga, mab markiz Mantova.
 
[[Restr:Bianca Maria Visconti2.jpg|thumb|right|270px|Bianca Maria Visconti, [[Dugez Milano]], gant he mab [[Galeazzo Maria Sforza]], evel [[Gwerc'hez Vari]] ha [[Mabig Jezuz]].]]
 
Ar gaoz da zimeziñ Bianca Maria da [[Leonello d'Este]], [[markiz Ferrara]], Modena ha Reggio, ne voe nemet un arnod politikel da rediañ Sforza da zilezel e emglev gant Republik Venezia a-enep Milano. Evit se ez eas Bianca Maria da Ferrara e miz Gwengolo 1440, he c'hentañ beaj eus Abbiategrasso. Met aner e voe hec'h arnod da glask rediañ Sforza da gemm e emgevioù ha distreiñ a reas Bianca Maria d'he c'hastell e miz Ebrel 1441.
 
<!--
Linenn 40:
 
Bianca he doe eizh bugel, c'hwec'h mab ha div verc'h:
* [[Galeazzo Maria Sforza|Galeazzo]], [[dug Milano]] adalek 1466 betek 1476 , a voe muntret;
* [[Hipolita Sforza|Hipolita Maria]], dimezet da [[Alfonso II Naplez]], roue Naplez, mamm da [[Isabel Naplez|Isabel de Aragón]], a vije bet ar ''[[Mona Lisa]]'', hag a zimezas da [[Gian Galeazzo Sforza]].
* [[Filippo Maria Sforza|Filippo Maria]], kont [[Korsika]].
* [[Sforza Maria Sforza|Sforza Maria]], dug [[Bari]] adal 1464 betek 1479.
* [[Ludovico Sforza|Ludovico]], Dug [[Bari]] adal 1479 betek 1494 ha Dug Milano adal 1494 betek 1499.
* [[Ascanio Sforza|Ascanio]], [[Abad]] Chiaraville, [[eskob]] Pavia, Cremona, Pesaro, Novara, ha [[kardinal]].
<!--