Loeiz Napoleon ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: t d → t d (4) using AWB
Linenn 1:
'''Loeiz Napoleon ar Rouz''', pe '''Louis Napoléon Le Roux''', ganet d'an [[29 a viz Mae]] [[1890]] e Planiel, hag aet da Anaon d'ar [[5 a viz Eost]] [[1944]] e [[Londrez]], a oa ur c'helaouenner ha broadelour breizhat.
 
E miz Here 1911 e savas ar ''Parti Nationaliste Breton'', pe [[Strollad Broadelour Breiz]], gant e vreur, [[Pierre-André Le Roux]] ha [[Camille Le Mercier d'Erm]]. Perzh a gemeras ivez er gelaouenn ''[[Brug (kelaouenn)|Brug]]'', savet en 1913-1914, gant [[Émile Masson]] e Pondivi, hag a glaske brudañ mennozhioù an tu kleiz e-touez kouerien Breizh. Labourat a reas evel sekretour gant [[Taldir Jaffrennou]] ha skrivañ a reas evit ''[[Ar Bobl]]''.
Linenn 13:
En 1921 e skrivas er gelaouenn ''[[La Bretagne libertaire]]''.
 
Darempredet en deus al [[Strollad al Labour (R.U.)|Labour Party]] ha mignon eo bet d'ar rener anezhañ, [[James Ramsay MacDonald]], a voe ar c'hentañ Pennvinistr eus ar gostezenn-se e Breizh-Veur e 1924. En 1922, e troas e galleg oberennoù ar politikour breizhveuriat. E sekretour e voe ivez.
 
E 1931 e voe gweladennet gant [[Fant Rozeg]] a oa deuet da Iwerzhon da beurzeskiñ ar yezh.
Linenn 22:
 
== Loeiz Napoleon ar Rouz hag Iwerzhon ==
Ar wech kentañ ma voe gweladennet Iwerzhon gant Loeiz Napoleon ar Rouz a oa er bloavezh 1914. E 1919 e tistroas da Iwerzhon da brezegenniñ e [[Dublin]] evit an [[Irish Literary Society]].
 
E 1930 e oa distro adarre hag un dro a reas en Iwerzhon evit gweladenniñ bez ar sturier broadelour [[Wolfe Tone]] (e bered [[Bodenstown]] e Co. Kildare). E 1933 e tilojas evit bevañ en Iwerzhon, eno e vevas meur a vloaz e ti [[Kathleen Clarke]], intañvez [[Tom Clarke]],unan eus pennoù [[emsavadeg 1916]]. Gant sikour ar republikaned iwerzhonat e kavas ul labour en [[Irish Hospitals' Trust]]. Eno e laboure evit skour an estrenvro d'an aozadur, ar pal a oa rastelañ arc'hant evit ospitalioù Iwerzhon, hag evit ar skour-se er Stadoù-Unanet dre lotirioù met dindan un doare-kuzh dre ma oa difennet ar c'hoarioù-se er vro.