Ares : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: n e → n e (4) using AWB
Linenn 5:
Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olimpian ar [[brezel]] e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad<ref><small>. Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar {{VIvet kantved}} da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, ''One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works'', Digoradur : I. "The Sources"</small></ref>. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.
 
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud [[Henc'hres]], douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav<ref><small>"Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme [[Zeus]] dezhañ en ''[[Ilias]]'' ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".</small></ref>. Lezc'hoar speredek Ares, [[Athena]], a veze sellet outi ivez evel unan eus doueezed ar brezel, met tachenn Athena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an [[Traked|Draked]] [[barbared|varbar]] ha brezelekaus (''[[Ilias]]'' 13.301; [[Ovidius]], ''[[Ars Amatoria]]'', II.10). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant [[Afrodite]]<ref><small>[[Homeros]] ''[[Odysseia]]'' VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh [[Ovidius]]. ''[[Ars Amatoria]]'' Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A [[Neptun]] : Gwener a red da [[Pafos|Bafos]]: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh [[Statius]], ''Tebaid'' VII. 42; [[Herodotos]] IV. 59, 62.</small></ref>.
 
Sellout a rae ar [[Romaned]] outañ evel ouzh ur stumm eus an doue [[Meurzh (doue)|Meurzh]], doue [[Mitologiezh roman|roman]] ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh [[Athena]]).
Linenn 15:
E Sparta e oa un delwenn eus an doue chadennet, evit diskouez e oa arabat da spered ar brezel hag ar viktor kuitaat ar [[keoded|geoded]]. Gouzout a reer ivez e oa un templ e [[Lakonia]] gant ur c'hoad sakr ma veze lidet ur gouel bep bloaz a oa difennet ouzh ar merc'hed tostaat dezhañ <ref><small>Paosanias III.22.6.</small></ref>. E [[Sparta]] ivez, aberzh ktonek ur c'hi da [[Enyalios]] e-doug an noz a zeuas da vezañ hevelebekaet ouzh kehelerezh Ares.
 
[[templ gresian|Templ]] Ares a weled en [[agora]] [[Aten]] da vare [[Paosanias ar Beajour|Paosanias]], en {{IIvet kantved}} goude JK, a oa bet gouestlet dezhañ da vare an impalaer [[Aogust]]; e gwirionez e oa un [[templ Roman|templ]] Roman da [[Meurzh|Veurzh]]. Emañ an [[Areopagos]], "tuchenn Ares" en [[Aten]], e-lec'h ma prezegas [[Paol Tars|Paol Tarsos]], nepell diouzh an [[Akropolis]]. Abaoe ar prantad arkaek e oa bet dalc'het prosezioù eno. E liamm gant Ares, diazezet war ur gerdarzh gaou marteze, a c'hallfe bezañ savet evit displegañ an anv-lec'h hepken.
 
En [[Olympia]] e oa un aoter gouestlet da Ares<ref><small>[[Paosanias]] V.15.6.</small></ref>. Azeulet e veze tro-dro da [[Tegea|Degea]] (gant an anv Ares Afneo)<ref><small>[[Paosanias]] VIII.44.7, 48.4.</small></ref>. E-kichen [[Tebez]] e oa ivez ur stivell gouestlet da Ares<ref><small>[[Pseudo-Apollodoros]] III.4.1.</small></ref>.
Linenn 53:
=== Mojenn an Areopagos ===
 
Hervez [[Euripides]]<ref><small>''[[Elektra]]'' (gw.&nbsp;1258–1262). [http://remacle.org/bloodwolf/tragediens/euripide/electre.htm Skrid enlinenn]</small></ref> hag [[Hellanikos]]<ref>Hellanikos (4F38).</ref>, pa droas e penn [[Halirrothios]], mab [[Poseidon]], gwallañ [[Alkippe]] — merc'h Ares hag [[Aglaoros]], merc'h [[Kekrops]] —, e voe lazhet gant an doue. Abalamour d'an drouklazh-se e oa kaset Ares dirak lez-varn [[Doueed an Olimpos|Doueed an Olympos]], war ur grugell a gemeras e anv ([[Areopagos]]), war goulenn Poseidon. Hervez Euripides ne voe bet kondaonet. Hervez [[Paniasis]]<ref>Frag.&nbsp;3 ''PEG''.</ref>, avat, e vije bet kondaonet Ares da labourat e-touez an dud varvel, evit digoll an drouklazh.
 
=== An ''Ilias'' ===
En ''[[Ilias]]''<ref><small>Daveoù da oberoù Ares en ''Ilias'' zo dastumet e [http://www.theoi.com/Olympios/AresMyths2.html#Troy www.theoi.com]</small></ref>, [[Homeros]] a gomz eus Ares evel un doue n'en deus na lealded na tamm doujañs ouzh [[Themis]], urzh reizh an traoù : prometiñ a ra da [[Athena]] ha da [[Hera]] en em ganno diouzh tu an [[Akeaned]], met gounezet eo gant Afrodite ha stourm a ra diouzh tu an [[Troia|Droianed]]<ref>''Ilias'' gw. 699</ref>. E-doug ar brezel e stourm [[Diomedes]] ouzh [[Hektor]] ha gwelet a ra Ares oc'h en em gannañ diouzh tu an Droianed. Reiñ a ra an urzh d'e soudarded da gilañ goustadik. Hera, mamm Ares, a wel he mab war an dachenn emgann ivez hag e c'houlenn digant Zeus, e dad, an aotre da lakaat Ares da guitaat an emgann. Hera a boulz Diomedes da dagañ Ares, kement ha ken bihan ma taol ur speg ouzh Ares a laka an daou arme da grenañ gant an aon o klevet e huchadennoù. En em gemer a ra [[Athena]] outañ ivez. Tec'hout a ra neuze an doue da venez Olympos, ar pezh a laka an Droianed da souzañ d'o zro (XXI.391). Diwezhatoc'h ec'h aotre [[Zeus]] an doueed da gemer perzh en emgann en-dro. Klask a ra Ares neuze en em gannañ gant Athena evit dialañ ar gloaz en deus bet, met gloazet-fall en em gav en-dro pa stlap an doueez ur pikol roc'h outañ. Koulskoude, pa ra anv Hera eus marv mab Ares, [[Askalafos (mab Ares)|Askalafos]], e-pad un diviz gant [[Zeus]], Ares a ziroll da ouelañ hag e fell dezhañ mont d'en em gannañ en-dro diouzh tu an Akeaned, daoust da urzh Zeus n'afe doue ebet da gemer perzh en emgann. Athena a harz Ares hag a sikour anezhañ da dennañ e hobregon (XV.110-128).
 
=== Emgann gant Herakles ===