Jean Robic : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|fr}} using AWB (10902)
D →‎top: replaced: a u → a u using AWB
Linenn 1:
[[File:Mur de Bretagne - Tour de France Velo 2011 - Peinture de Jean-Robic.jpg| thumb| Livadur en enor da Jean Robic e [[Mur]]. ]]
 
[[Jean Robic]], ganet d’an [[10 a viz Mezheven]] [[1921]] e [[Vouziers]], e [[Bro-C'hall]], en [[Ardennes (departamant)|Ardennes]], ha marvet d’ar [[6 a viz Here]] [[1980]] en ur gwallzardoud karr-tan e [[Claye-Souilly]], a oa ur [[marc’houarnerezh war hent|marc’hhouarner]] breizhat. Lesanvet e voe “Biquet”, “Tête-de-cuir” dre ma wareze e benn gant un tokarn lêr, “Trompe-la-mort” ivez... Pa oa yaouank en doa bevet e [[Radeneg (kumun)|Radeneg]] e-lec'h ma talc'he e dad ur stal marc'hoù-houarn. E anv zo bet roet d'ar straed ma oa an ti a oa o chom ennañ d’ar mare-se. Ur paotr tagnous e oa met karet e voe gant ar Vretoned koulz ha gant ar C'hallaoued war-lerc'h an [[Eil brezel-bed]]. Adalek 1945 ha 1954 e voe marc'hhouarner a-vicher. 38 vloaz e oa p'en doa redet [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn]] evit ar wech diwezhañ.
 
E 1947 en doa gounezet [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn]] hep bezañ gwisket ar roched velen e-kerzh ar redadeg. Pa oa o sortial eus [[Rouen]], evit gwir, setu eñ, skoazellet gant [[Edward Fachleitner]] ha [[Lucien Teisseire]], o pignat trumm gant ur grapenn, o lezel pell-pell war e lerc’h [[Pierre Brambilla]], ar roched melen. Hag eñ da wiskañ ar roched melen e dibenn an tennad, ha Fachleitner en eil plas eus an Dro Frañs-se. Robic a soñje dezhañ e oa aet ar maout gantañ dre hantouriezh santez Anna, patromez ar Vretoned. Setu perak e profas e roched melen da vazilikenn [[Santez-Anna-Wened]]. Gallout a reer gwelet ar roched melen-se a oa bet gounezet gantañ hiziv er vazilikenn hiziv an deiz c’hoazh.