Kontadenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
D replaced: s d → s d (6) using AWB
Linenn 3:
Ur '''gontadenn''' a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn.
 
En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet.
 
 
Linenn 12:
 
== Treuzkas ==
Orin kontadennoù'zo a zeu eus an amzerioù kozh-tre, hag int bet treuskaset dre gomz. Setu perak e vez graet kontadennoù [[hengoun]]el eus lod anezho.
Pa vez treuskaset un istor dre gomz e vez kemmet atav tra pe dra ennañ: al lec'h, an anvioù, an amzer, ar stumm lennegel (eus ar varzhoniezh d'ar c'homz-plaen, da skouer), ar framm hag all.<br />
 
Linenn 20:
2 340 patrom evit ar c'hontadennoù a zo er [[rummatadur Aarne-Thompson]] bremañ.<br />
 
Ur folklorour [[Rusia|rusian]], [[Vladimir Propp]] en-deus studiet framm ar c'hontadennoù moliac'h hengounel ha [[Bruno Bettelheim]] en-deus diskouezet penaos e veze stagar ar steuñvoù-dezrevell ouzh ar frammoù digemm lakaet wae wel gant ar [[psikologiezh|bsikologourion]] pe ar [[bredelfennerezh]]. Gantañ eo bet renevezet elfennadur ar c'hontadennoù brudetañ (''Kroc'hen-azenn'', da skouer).
 
== Dastumerien brudet ==
Linenn 28:
* E Breizh e kaver [[Fañch an Uhel]] evel ar c'hentañ dastumer skiantel, an abad [[Frañsez-Mari Kadig|Fañch Kadig]], [[Iwan an Diberder]] ha [[Loeiz Herrieu]] evel e heulierien pennañ.
 
A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad [[Hans Christian Andersen]] hag an Alaman [[Ernst Hoffmann]] eo ar re anavezetañ.
 
E [[Breizh]], [[Yann ar Floc'h]], [[Ivon Krog]] hag [[Erwan ar Moal]] o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun.