Katelin Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 16 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q236896
D replaced: t e → t e (3), , → , (2) using AWB
Linenn 1:
[[Image:LescarTombeuReisNavarra.jpg|thumb| Bez Rouaned Navarra en iliz-veur Lescar. ]]
'''Katelin Navarra''', anavezet ivez evel '''Katelin Fois''', ganet en 1468 ha marvet en 1517 e Mont-de-Marsan, a oa [[rouanez Navarra]] (1483-1517). Dimezet e oa da [[Yann Albret]]. O mab [[Herri II Navarra]] (1503-) a renas war he lerc'h.
 
Merc'h e oa da [[Gaston Fois]], Priñs Viana, ha da [[Madalen Bro-C'hall (1443-1495)|Madalen Valois]], merc'h d'ar [[roue gall]] [[Charlez VII]], ha c'hoar da [[Loeiz XI]].
 
==He ren==
Dimezet e oa da [[Yann Albret]] e miz Genver 1484, hag er miz-se ivez e voe kurunennet , war un dro gant he fried, en iliz-veur [[Iruña]], kêr-benn [[ Rouantelezh Navarra]].
 
Eontr Katelin Navarra, [[Yann Foix (1450-1500)|Yann Fois]], [[ beskont Narbonna]], a enebas ouzh roidigezh an hêrezh d'he nizez abalamour d'al [[lezenn salek]], ha ne oa ket bet anezhi en Navarra gwech ebet.
 
Goulenn a reas ar gurunenn , habec'h a savas gantañ ken na voe sinet ar peoc'h e [[Tarbes]] en 1497.
 
Yann Foix avat ne zilezas ket ar soñj da gemer ar gurunenn : en 1505 e timezas e verc'h [[Germaine de Foix]] da [[Fernando II Aragon]], intañvet da varv e bried [[Izabel ar Gatolikez]]. Ha roue Aragon da gas [[Ferdinand Alvare de Tolède, duc d'Albe|dug Alba]] da gemer kêr [[Iruña]] en 1512, ha goude-se Navarra a-bezh, en hanternoz hag er c'hreisteiz. Kement-se a lakaas ar pab Jul II da embann ur builh a-enep d'an aloubidigezh.