Yann V (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
replace with vector (GlobalReplace v0.6.5)
D →‎top: replaced: a d → a d (3) using AWB
Linenn 5:
'''Yann V''', lesanvet Yann ar Fur a voe ganet d'ar [[24 a viz Kerzu]] [[1389]] ha marvet d'an [[29 a viz Eost]] [[1442]], e maner [[La Touche]] e-kichen [[Naoned]], a oa [[dug Breizh]] eus [[1399]] betek [[1442]].
 
Mab e oa d'an dug [[Yann IV, dug Breizh|Yann IV]] ha d'e drede gwreg, [[Janed Navarra]].
 
''Lod eus an istorourien, a zalc'h kont eus ren [[Yann Moñforzh]], hag a ra Yann VI anezhañ.''
Linenn 11:
Dont a reas da vezañ dug pa oa dek vloaz dindan gward dug [[Bourgogn]]. Ar peoc'h a reas gant [[Charlez VI (Bro-C'hall)|Charlez VI]] ha gant [[Olier V Klison|Olier Klison]], enebour e dad.
 
E [[1404]] e trec'has ar [[Saozon]] e-kichen [[Brest]]. Broc'hañ a reas gant Klison hag e oa war-nes lakaat seziz warnañ, pa varvas egile. Kevredet e oa gant ar C'hallaoued a-enep ar Saozon e diwezh ar [[Brezel Kant Vloaz]] met erruout a reas war an dachenn goude emgann [[Azincourt]] hepken. Evel-se memes tra e c'hounezas kêr [[Sant-Maloù]] (a oa staget ouzh ar rouantelezh neuze) evel ma oa bet divizet en eskemm eus e gevredadenn gant roue Bro-C'hall. Klask a reas goude se chom etre an div gostezenn saoz ha gall : Sinañ a reas skrid-emglev [[Troyes]] a lame ar rouantelezh digant [[Charlez VII (Bro-C'hall)|Charlez VII]], met aotre a roas d'e vreur [[Arzhur III, dug Breizh|Arzhur]], [[Konestabl Bro-C'hall| Konestabl Richemont]] da vrezeliñ evit ar roue-se.
 
==Dimeziñ ha bugale==