Eozen Pentevr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
Tabut a savas etre e vreur hag eñ, ma rankas o eontr [[Judikael Gwened |Judikael]] [[eskob Gwened]], dont da hanterour. Digant [[Alan III]], en [[1035]], en doe douaroù bras en eskoptioù [[Sant-Brieg]], [[Landreger]] [[Sant-Malo]] ha [[Dol]], anezho kontelezhioù ha baroniezhioù [[Pentevr]], [[Goueloù]], [[Avaogour]] ha [[Lambal]].
 
Goude marv e vreur Alan III e teuas a-benn en [[1040]] da vezañ anvet da ziwaller e niz [[Konan II]], hag embann a reas bout kont [[Breizh]]. ne voe dieubet an dug yaouank nemet e [[1047]] gant e harperien. Trec'het e voe Eozen gant [[Gwilherm an Alouber]] pa oa o vrezeliñ skoaz ouzh skoaz gant [[Herri Iañ (Bro-C'hall)]| Herri Iañ Bro-C'hall]] en [[emgann Mortemer]] en [[1054]]. Neuze e reas emglev gant [[Jafrez III]], kont Anjev, a-enep dug [[Normandi]].
 
En [[1056]] e voe kemeret Roazhon gant Konan II ha prizoniet Eozen gantañ. En [[1062]] e voe graet ar peoc'h etre an dug ha [[Jafrez Iañ Pentevr|Jafrez Boterel]], mab henañ Eozen a gendalc'he gant ar stourm e-unan.