Manifestadegoù 2001 a-enep ar G8 e Genova : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Evit ar re dedennet: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: (5) using AWB
D replaced: s u → s u (3) using AWB
 
Linenn 27:
* Yaou 19 : manifestadeg difeuls a-enep ar forc'herezh sokial ha evit gwirioù ar vroerien gant pe hep paper.
 
* Gwener 20 : manifesterien strewet e pep lec'h e kêr. '''o fal:''' dont a-benn d'ar "voger" evit lakaat reuz en emvod ar G8; diskouez dezho ne oant ket a-du gant o mennozhioù hag "adkemer" ar gêr. Kalz a feulster a oa, strolladoù manifesterien a-enep ar feulster a voe gloazet, taget, gazet gant ar boliserien. Klevet e veze taolioù tenn, mervel a reas un den.
 
* Sadorn 21: manifestadeg vras ma voe bodet (tost)300 000 den; emgannoù etre ar polis ha strolladoù manifesterien zo, evel ar «Tute Bianche» pe ar «Black Block». Taget eo bet ivez kazetennerion ha manifesterien difeuls.
 
* Sul 22: Tagadenn ar polis war ar skol Diaz e-pad an noz. Kaset e voe un 300 den bennak da gazarn Bolzaneto.
 
==Skol Diaz==
Ar vanifesterien, gant ali ar maer, a gouske e skol Diaz. D'an 22, goude bezañ bet riboulet evit fin ar vanifestadeg, deuet zo poliserien.
'''O fal :''' distrujañ filmoù pe brouennoù all eus feulster ar polis e-pad ar vanifestadeg. An 300 manifester bennak a oa o kousket aze a voe kaset da gazarn Bolzaneto ha 60 en ospital. Ne voe ket aotreet ar 105 poliser ha karabiner da vont er skol.