Camilla Martelli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎He buhez: replaced: h V → h V (2) using AWB
Linenn 7:
Merc'h e oa da Antonio Martelli, den a renk uhel e kêr Firenze, ha da Fiammetta Soderini. Meulet e veze he c'hened ha goude marv [[Eleonora di Toledo]], pried an dug, e kemeras lec'h e serc'h [[Eleonora degli Albizi]], petra bennak ma oa c'hwec'h vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ. Camilla a reas war-dro an dug-meur pa oa klañv, pa laoskas ar galloud gant e vab, [[Francesco Iañ de' Medici]], d'en em dennañ d'ar [[villa medicea di Castello]].
 
Ur verc'h he doe Camilla e 1568, [[Virginia de' Medici|Virginia]] hec'h anv, met tremen a rae war-lerc'h ar vugale eus eured kentañ Cosimo, ha war-lerc'h e vab Francesco dreist-holl. Daoust da enebiezh e vugale ec'h addimezas Cosimo da Gamilla e 1570, war c'hourc'hemenn ar pab [[Pi V]], met hi ne voe ket anvet da zugez-veur, war-c'houlenn ar vugale. D'e vab Francesco, en devoa klemmet abalamour da se, en devoa respontet "Sono un privato e ho preso in moglie una gentildonna fiorentina, e di buona famiglia" ( Un den on, ha kemeret em eus da wreg ur vaouez firenzeat a diegezh mat), da lavarout eo e c'halle, dre ma ne oa ket dug ken, dibab e wreg evel a gare. Divastardiñ o merc'h Virginia a reas ivez, ha reiñ ul lec'h dezhi e skeul ar susitourien.
 
Tabut a veze alies etre Cosimo gozh hag e vugale diwar-benn Camilla. Ne blije ket dezho he c'hoant da zispakañ pinvidigezh, a gavent ken gros ha divezh e-skoaz doareoù kran o mamm [[Eleonora di Toledo]], pried marv an dug-meur.
Linenn 22:
Camilla fu l'oggetto principale degli aspri dissapori tra Cosimo e i figli negli anni della sua vecchiaia. Ella non destava simpatia per il suo lusso ostentato, che doveva sembrare volgare in confronto alla classe inarrivabile della compianta Eleonora di Toledo. Il Granduca, per non destare scandalo, la teneva appartata e le vietava feste e celebrazioni ufficiali. -->
 
Bloaz goude, e 1575, en em dennas Camilla, rediet gant Francesco, e kouent ar Murate e Firenze, ha hi nav bloaz warn-ugent, difennet outi addimeziñ.
 
Abalamour d'he c'hlemmoù ha d'he froudennoù ha d'he barradoù nervennoù eo al leanezed a c'houlennas digant an dug-meur kas anezhi da gouent Santa Monica, ma oa-hi bet desket en plac'h yaouank. Laosket e voe da vont e-maez ar gouent ur wech, da vont da eured he merc'h Virginia, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1586, gant [[Cesare d'Este]], mab bastard da [[Alfonso Iañ d'Este]], [[Dug Ferrara]].