C'hoarezed Goadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Statues_des_Sœurs_Goadec_à_Carhaix-Plouguer.JPG'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Green Giant
D replaced: a g → a g, , → , using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Goadeg.JPG|Thumb|right|800pxAr C'hoarezed Goadeg]]
'''Ar C'hoarezed Goadeg''' (pe '''Gwadeg''') a oa teir c'hoar eus ar [[Poc'hêr]] hag a gane e brezhoneg er festoù-noz dreist-holl. O anvioù a oa : Maryvonne ([[1900]]-[[1983]]), Anasthasie ([[1913]]? - † [[1998]]) hag Eugénie ([[1909]] - † [[18 a viz Genver]] [[2003]]). Kanerezed a hengoun a oa anezhe, ha deuet e oant da vout brudet-bras da vare ''revival'' sonerezh Breizh er bloavezhioù [[1960]]-[[1970]]. Poulzet e oant bet gant [[Alan Stivell]], da gentañ-penn.
 
Er penn kentañ e kanent [[sonioù a-boz]] ha [[gwerz]]ioù. Goude e oant en em lakaet da ganañ da lakaat an dud da zañsal ivez, o kinnig o sonerezh o-unan (e teir mouezh) hervez doareoù ar [[kan-ha-diskan|c’han-ha-diskan]].
Linenn 12:
Goude-se, e voe dispatiet an teir c’hoar dre o labour hag ar redioù familh, dimezioù hag all. E 1956 ec’h adkrogas ar festoù-noz hag e voent brudet muioc'h-mui e-mesk a dud a ya da zañsal enne. Asantiñ a rejont neuze da adstummañ an triad, ha da gas festoù-noz en-dro adarre, ha ken brudet e teuont da vezañ ma vezent pedet bep dibenn-sizhun da ganañ er festoù-noz.
 
Kejañ a reojnt gant Alan Stivell a oa krog d'ar mare-se da vezañ brudet eñ ivez dre ar bed e dibenn ar bloavezhioù 1960. Dont a rejont da vezañ mignoned, hag int da gemer perzh e [[Festival Kertalg]] e 1972 ha 1973. Er gourfest-mañ e oa bet ur bern strolladoù anavezet mat er bloavezhioù 1970 evel: « [[Les Leprechauns]] » , « [[René Werneer]] » pe « [[Happy Traum]] ». E-kerzh Festival Kertalg e 1973 e kanjont [[Eliz Iza|Enez Eusa]] asambles gant [[Alan Stivell]] ouzh an delenn. Er bloavezh-se ez ejont ivez da ganañ da v[[Bobino]] en un abadenn.
 
Kejañ a rejont ivez evit ur bern dastumerien hag ur bern kanerien, en o zouez [[Claudine Mazeas]], [[Donatien Laurent]], [[Alberzh Trevidig|Albert Trevidig]], Alan Stivell, [[Yann-Fañch Kemener]], [[Daniel Lhermine]], hag all…