Arigrap Pfalz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Tan: replaced: n H → n H using AWB
Linenn 15:
==Tan==
[[Skeudenn:Pfaelz-Erbfolgekrieg-schadenskarte-1688-89.jpg|thumb|An dachenn ma voe graet freuz ha reuz e Pfalz gant an armeoù gall e 1688 ha 1689.]]
Kemeret e oa bet [[Pforzheim]] d'an 10 a viz Here 1688. Ar marichal [[Joseph de Montclar]] a roas urzh d'ar jeneral [[Ezéchiel de Mélac]] da chom en Heilbronn. Alese ez ae da lakaat tan ha freuz er vro tro-war-dro, e [[Donauwörth]], Marbach-am-Neckar ha [[Schorndorf]]. E dibenn ar bloaz e kemeras [[Heidelberg]], kêr-benn Pfalz, ha meur a gêriadenn a-hed ar stêr [[Neckar]], ha [[Ladenburg]] en o zouez. C'hwezhañ a reas an tan e [[Pforzheim]] d'an [[21 a viz Genver]] [[1689]].
 
Renet e oa ar brezel gant ministr gall ar brezel, [[François Michel Le Tellier de Louvois]], hag urzh a roas da gemer [[kastell Heidelberg]]. Lakaet e voe an tan e kêr d'an 2 a viz Meurzh.<ref>Saveteet e voe kêr gant an annezidi, hag ur monumant zo bet savet en enor dezhe.</ref>. Peurvuiañ e veze distrujet an eostoù er parkeier, lazhet ar chatal, distrujet ar c'hreñvlec'hioù. Amañ e voe graet gwashoc'h. Distrujet e voe kêrioù ha kêriadennoù, ilizoù ha pontoù, kaset an dud kuit<ref>Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497</ref>: d'an 8 a viz Meurzh e voe tro [[Mannheim]], ha [[Frankenthal]] goude, [[Worms ]], ha [[Spire (Alamagn)|Spire]], ma voe distrujet an iliz-veur, ha kêriadennoù all en tu all d'ar Roen.