Air : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
reizhañ
D replaced: r A → r A (10), , → , (2) using AWB
Linenn 4:
 
Renket e vez e rummad ar [[french touch]] (sonerezh elektronek gall), ha brudet eo er bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet hag e Japan. Sonerezh ar strollad a zo ennañ ur meskaj sonerezh [[ambient]], [[elektronika]], [[downtempo]], [[sonerezh elektronek]], sonerezh pop, rock psykedelek diazezet war heuliadoù kendonioù gitar (''riff'' e saozneg), sonioù elektronek ha mouezhioù tremenet dre ur [[Vocoder]].
Air en deus kenlabouret gant [[Beck]], [[Charlotte Gainsbourg]], [[Jarvis Cocker]] , [[Étienne de Crécy]], [[Alex Gopher]], [[Neil Hannon]] ha [[Nigel Godrich]]. Meur a wech o deus aozet sonerezh filmoù [[Sofia Coppola]].
 
== Istor ar strollad ==
 
Istor Air a grogas er bloavezhioù 1980 e lise Jules-Ferry [[Versailles]], rak eno e studie [[Jean-Benoît Dunckel]] ha [[Nicolas Godin]]. Gant sikour [[Alex Gopher]] ha[[Xavier Jamaux]], e savjont ur strollad anvet |Orange<ref name="MagicHorsSérie">[[Magic (magazine)|Magic!]] niverenn ispisial Air, miz Meurzh 2007</ref>, ur strollad berr e vuhez ha na enrolals tamm ton ebet. Koulskoude eo deuet da vezañ ur seurt mojenn, abalamour d'an dud a oa ennañ.
 
Ur wech tapet e vachelouriezh e stagas [[Nicolas Godin]] gant studioù savouriezh, ha neuze e rankas dilezel ar sonerezh. E 1995, e-keit ma oa o labourat war bladenn gentañ [[Teri Moïse]], e voe bountet da sevel tonioù gant ur mignon a-gozh, Marc Tessier du Cros e anv, hag a laboure evit [[Source]] (un ti-embann pladennoù stag ouzh [[Virgin Records|Virgin music]])<ref name="MagicRPM18">[[Magic (magazine)|Magic!]] niv.18 miz Genver/miz C'hwevrer 1998 p46</ref>. Un ton diazezet war sonerezh nemetken hag anvet Modulor a savas gant ar pal enoriñ [[Le Corbusier]]. Kinnig a reas an ton dindan anv Air da Source. Embannet e voe war an dastumad anvet ''Source Lab'' ha berzh a-walc'h a reas (embannet e voe ivez gant an ti-embann breizhveuriat [[Mo'Wax]]).
Jean-Benoît Dunckel hag a oa o studiañ ar matematik hag a gendalc'he da seniñ war un dro er strollad Le Dynamo, hag a sone piano e tavarnioù ar C'harter latin<ref name="MagicRPM18"/>.
 
Goude ''Modulor'' e tivizas an daou zen labourat asambles. Un nebeud tonioù a savjont, hag embannet e voent dindan stumm pladennoù bihan (single). An tonioù-se azo bet bodet war an dastumad anvet ''Premiers symptômes'' ([[1997]]). D'ar mare-se e voent brudet ivez a-drugarez d'an tonioù a veskjont en-dro, evit arzourien evel [[Neneh Cherry]], [[Depeche Mode]] pe c'hoazh Ollano.
 
Air a zo ur wreskanv a dalvez ''Amour, Imagination, Rêve'' <ref>Lesieur, Jennifer: "Air de A à Z". L'Étudiant, 2002</ref>.
Linenn 19:
=== Sonerezh ===
[[Skeudenn:JBDunckelatManchester.JPG|thumb|[[Jean-Benoît Dunckel]] e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)]][[Skeudenn:NGodinatManchester.JPG|thumb|[[Nicolas Godin]] e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)]]
O fladenn gentañ, ''[[Moon Safari]]'' he zitl, a zeuas er-maez e [[1998]] ha berzh bras a reas kerkent hag embannet, dre ma disheñvel son ar strollad diouzh kement tra a veze embannet d'ar mare-se. An titl a ziskouez e felle d'ar strollad meskañ sonerezh elektronek an dazont ("Moon") ha sonioù dousoc'h, aozet gant binvioù hengouneloc'h ("Safari"). En rollet e voe e [[Saint-Nom-la-Bretèche]]hag e studio +XXX e-barzh studio Gang ([[Pariz]]). A-benn kas ar raktres e voe sikouret ar strolald gant [[Jean-Jacques Perrey]] hag ive zgant laz-seniñ [[Abbey Road]]. Pa ginnigas ar bladenn war al lereunn e voe sikouret Air gant sonerien [[Phoenix (strollad )|Phoenix]].
E [[1999]] ez eas Sofia Coppola e darempred gant ar strollad peogwir e felld ezhzi implijout holl donioù Moon Safari evit he film hir kentañ anvet ''[[Virgin Suicides]]''. An daou soner a ginnigas drezhi sevel tonioù a-ratozh evit ar film<ref name="MagicHorsSérie"/>. Enrollañ a rejont er memes studio hag a oa bet implijet evit ''Moon Safari'', gant sikour an tabouliner Brian Reitzell, peogwir e oa bet goulennet gantañ kemer perzh en enrollañ gant Sofia Coppola. Degemeret mat e voe ar bladenn gant ar vurutellerien. Abaoe e kendalc'h ar strollad da sevel tonioù evit filmoù [[Sofia Coppola]] : ''[[Lost in Translation]]'' (ton anvet ''Alone In Kyoto'') ha ''[[Marie-Antoinette (film, 2006)|Marie-Antoinette]]'' (doare sonerezh-benveg an ton anvet ''Il Secondo Giorno'', disoc'h o c'henlabour gant [[Alessandro Baricco]]).
 
E [[2001]] e teuas ''[[10 000 Hz Legend]]'' er-maez. War ar bladenn-se e klever levezon ar sonerezh etrebroadel, ha levezon ar sonerezh-arnodiñ. [[Beck]] a genlabouras ganto war an ton anvet ''The Vagabond''. ''[[Talkie Walkie (albom)|Talkie Walkie]]'' zeuas er-maez e penn-kentañ 2004, hag ur bladenn sonerezh kentoc'h pop eo. E miz C'hwever [[2005]] voe lakaet ar strollad da ''chevalier dans l’Ordre des Arts et des Lettres'' [http://www.culture.gouv.fr/culture/actualites/conferen/donnedieu/godin.htm]. ''[[Pocket Symphony]]'' a zeuas er-maez e miz Meurzh [[2007]]. War ar bladenn-se e klever ez eo levezonet ar strollad gant [[Japan]]. Nicolas Godin en deus desket seniñ [[koto]] ha [[shamisen]] gant ur mestr japanat hag a vez o chom e Pariz hag a weler e video "''Once Upon a Time''".
E [[2003]] e voe implijet ''City reading'' evit skeudenniñ testennoù ar skrivagner italian [[Alessandro Baricco]]. E [[2005]] e produjiont 5:55, pladenn [[Charlotte Gainsbourg]] .
 
Linenn 79:
=== Sonerezh filmoù ===
* [[2000]] : ''[[Virgin Suicides (sonerezh)|The Virgin Suicides]]'' : sonerezh ar film ''[[Virgin Suicides]]'', gant [[Sofia Coppola]])
* [[2003]] : ''[[Lost in Translation]]'' sonerezh ''[[Lost in Translation]]'' gant [[Sofia Coppola]]) , ton : ''Alone in Kyoto''
* [[2006]] : "Il Secondo Giorno" (sonerezh-benveg) evit ar film [[Marie-Antoinette (film, 2006)|Marie-Antoinette]], gant [[Sofia Coppola]]
 
Linenn 91:
 
=== Abadenn ===
* [[2007]] : ''Aérolite, pièce instrumentale pour Koto et synthétiseurs''. (6-7 a viz Ebrel 2007, [[Kreizenn Pompidou]] - Pariz)
 
=== Pladennoù bihan ha pladennoù EP ===
Linenn 151:
==Liammoù diavaez==
{{commons|Air (band)}}
* [http://www.intairnet.org/ Lec'hienn ofisiel Air]
* [http://www.myconcertarchive.com/fr/artist?id=3 Sonadegoù Air]
 
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Air »